Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
330 - Ar vretoned o tivroañ da vare aloubadeg Bro-Saoz e 1066
br - 1066 - Istor  - La Boussac - Aubigné - LamballeMichel BRAND'HONNEUR
Michel BRAND’HONNEUR est docteur en histoire médiévale. Il intervient auprès des collectivités territoriales dans les champs de la muséographie et de l’ingénierie patrimoniale afin de les accompagner dans leur projet.

572 - Emgann Hastings. Goude tec'hadeg ar Vretoned dirak arme ar roue Harold n'eus ken met dizurzh e-touez soudarded Gwilherm, dreist-holl pa krog ar brud da redek ez eo marvet. Ret eo da Wilherm sevel e dokarn evit ma c'hellfe bezañ anavezet gant e soudarded ha bodañ anezho en-dro. - Diwar Pallenn-voger Bayeux - XIvet kantved Luc'hskeudenn gant aotre ispisial kêr-Vayeu
Gwilherm, dug an Normaned, sikouret gant ur vagad Bretoned, a dap tron roue ar Saozon, goude bezañ bet trec'h en Hastings. Etre 1066 ha 1135 pe war-dro e teredo da vro-Saoz marc'heien a Vreizh, deuet da vrasaat niver e heulierien. Noblañsoù bras ha bihan, deuet evit kalz eus outo eus Biz Breizh, ne vo ket pell oc'h ober o zoull e bro ar Saozon, e-lec'h ma chomint da vat, e-mesk an noblañsoù Norman hag Angl-ha-Sakson.
Sous-dossiers
869 - Niverus ar Vretoned en emgann Hastings
Illustrer
Goude marv Edouarzh ar C'hofesour e 1066 ez eo anvet Harold roue ar Saozon. Met daou briñs all a felle dezho tapout e blas war an tron : Harald, roue Norvegia, ha Gwilherm, dug Normandi. Dilestrañ a ra an hini kentañ war-dro York d'an 18 a viz Gwengolo, met trec'het ha lazhet eo gant Harold. Dilestrañ a ra an eil, Gwilherm, a e gevred bro-Saoz d'an 28 ha d'an 29 a viz Gwengolo. Deredek a ra Harold, tizh gantañ, hag en em gannañ a ra an daou arme d'ar 14 a viz Here en Hastings. Tri bagad soudarded zo gant Gwilherm : an Normaned e-kreiz, ar C'hallaoued en tu dehou, ar Vretoned en tu-kleiz. Goude un hir a emgann, e vo trec'h an dug Gwilherm, goude m'o doa tec'het kuit ar Vretoned e mare an emgann. Lazhet e voe Harold.

569 - Enor Richmond e dibenn ar XIVvet kantved, un tiriad fetis en hanternoz, ha douaroù liesseurt e reter bro-Saoz. - BCD
870 - Kentañ luskad divroidi
Illustrer
Ma n'eo anavezet anv ebet eus perzhidi emgann Hastings, moarvat e voe eno Raoul ar Saoz, daou vab Eudes (breur Alan III Dug ar Vretoned), met ivez Alan ar Rouz ha Brien, hag o gwazed d'o heul, war an dachenn emgann. Rak pourvezet e voent gant douaroù ar re drec'het. Brien, da skouer, a vefe aet d'en em staliañ e Gevred bro-Saoz. D'an nebeutañ emañ eno e 1069 evit stourm ouzh un argadenn renet gant mibien ar roue Harold, aet da Anaon. Daoust da-se ne glask ket Gwilherm diframmañ brientinelezh Angl-ha-Sakson, gwelloc'h eo gantañ en em glevet ganto.

570 - Lignez eeunaet des Edoneded
Dont a ra darn vrasañ ar Vretoned eus ar broioù dindan levezon an Normaned pe an Edoneded, da lavaret eo korn-broioù Fleger, Dol, Komborn, Dinan ha Lambal. Izili an noblañs uhel pe izel, mibien naturel pe yaouerion ar familhoù a renk uhel eus Dinan, Felger pe Gwitreg. Daou strollad bras a zo deus outo, a vo staliet diouzh un tu en Hanternoz hag er Reter, egile er C'hornog hag e Kreisteiz bro-Saoz. - BCD
871 - Mare an emsavadegoù hag eil marevezh an tuta
Illustrer
Koulskoude e 1067 en em sav an Angl-ha-Saksoned ouzh Gwilherm. Moustret e voent gantañ, en doareoù kriz a-wechoù, ha lakaet enbroerien en o flas. Emsavadeg c'hwitet mab Ralf ar Saoz, anvet Ralf Gael, er bloaz 1075, da skouer, a oa kaoz ma voe harluet e Breizh. Hag e zouaroù saoz, chomet diberc'henn, a voe roet da Huon Avranches, kont Chester. Eno e stalias e wizien, evel Gwezhenneg mab Karadog eus Labouseg, e-tal Dol. Fallidigezh Edwin, kont Mercia goude emsavadeg 1070 a roio tro da Alan ar Rouz dont d'ober e annez e pezh a zeuio da vout kontelezh Richmond.

571 - Tour-dor kastell Richmond - © Dylan Moore 2009
872 - Bretoned all da vare Herri Iañ (1100-1135)
Illustrer
Henri Iañ, 4re mab Gwilherm an Alouber, a zeuas a-benn da dapout an tu kreñv war e vreudeur, ha dont a reas da vout roue bro-Saoz er bloaz 1100, ha dug Normandi e 1106. A-boan ma oa war dron bro-Saoz ma vodas tro-dro dezhañ gwazed nevez e-touez e geneiled a Vreizh. Evel-se e teuas Alan, breur senesal Dol, Gwilherm Elvinieg (en hanternoz da Roazhon) a gaver e-touez e verourien. War-lerc'h 1116, e voe tutaet Bretoned tro-dro da Stevan kont Penteur ha Richmond, breur Alan ar Rouz. Eus bro Lambal e oa darn vrasañ ar Vretoned-se.
873 - Niver an enbroidi
Illustrer
Neuze ez eo er bloaz 1066 e krogas Bretoned da vont da vro-Saoz, pezh a bado betek ar bloaz 1130. Tro 5% eus an noblañsoù perc'henn war zouaroù bro-Saoz a vefe Saozon a orin breizhat, pezh a c'hellfe klotañ gant an 250 marc'heg eus a Vreizh vez meneget e Magna Karta 1166. Liammoù a veze dija koulskoude etre Bretoned hag Angl-ha-Saksoned a-raok emgann Hastings, evel da skouer Raoul ar Saoz a oa perc'henn war zouaroù e bro6saoz hag e Breizh a-raok 1066.
874 - Piv oa an enbroidi ha petra int deuet da vezañ
Illustrer
Evit ur biken e chomo darn vrasa an enbroidi e bro-Saoz. Eureudoù a vo lidet, azalek ar rummadoù kentañ, gant noblañsoù Norman hag Angl-haSakson, hu buan a-walc'h, war a seblant, e kollont al liamm gant o c'herent e Breizh.
Talvoudus-bras e vo evit lod eus an enbroidi chom feal da viken ouzh roue bro-Saoz. Kalz uheloc'h e vo o renk er gevredigezh eget an hini a zo gant o c'herent chomet e Breizh. Gwezhennog mab Karadog, da skouer, a vo e penn aotrouniez kastell Monmouth, pa n'eo nemet aotrounez ar barrez e c'herentiezh e Breizh. Gwelloc'h c'hoazh, zoken ma chom un nemedenn, aet renk Alan, breur senesal Dol, kalz war-raok, p'eo hendad d'ar re Stuart a vo rouaned bro-Skos ha bro-Saoz.
BIBLIOGRAPHIE
Keats-Rohan K.S.B., « Le rôle des Bretons dans la politique de colonisation normande de l’Angleterre (vers 1042-1135) », Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, 1996, t. LXXIV, pp 181-215.
Jeulin Paul, « Un « Honneur » anglais. Aperçus sur le « comté » de Richmond en Angleterre, possession des ducs de Bretagne (1069/71-1398) », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, 1935, t. 42, pp 265-302.
Guillotel Hubert, « Une famille bretonne au service du Conquérant : les Baderon », Droit privé et institutions régionales, Etudes historiques offertes à Jean Yver, 1976, pp. 361-367.
Jones Michael, « Notes sur quelques familles bretonnes en Angleterre après la conquête normande», Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, 1981, t. LVIII, pp 73-97.
Jones Michael, The Family of Dinan in the middle ages, édit. Le Pays de Dinan, Dinan, 1987.
Morin Stéphane, Trégor – Goëlo – Penthièvre : le pouvoir des Comtes de Bretagne du XIe au XIIIe siècle, Rennes, Presses Universitaires de Rennes, coll. Histoire, 2010.
Butler Lawrence, « The origins of the honour of Richmond and its castles », dans Robert Liddiard (Ed.), Anglo Norman Castles, Woodbridge, Suffolk, The Boydell Press, 2003.
Vincent Nicholas, « Twyford under the Bretons 1066-1250 », Nottingham Medieval Studies, xli (1997), pp 80-99.
Chedeville André et Tonnerre Noël-Yves, La Bretagne féodale XIe-XIIIe siècle, Rennes, Ouest-France, 1987.