Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
331 - Kontelezh Richmond
br - Istor Attention : pas de lieux
Michel BRAND'HONNEUR
Michel BRAND’HONNEUR est docteur en histoire médiévale. Il intervient auprès des collectivités territoriales dans les champs de la muséographie et de l’ingénierie patrimoniale afin de les accompagner dans leur projet.
Attention : pas d'illustration principale
Mab Eudes kont Breizh eo Alan ar Rouz. Feal-tre eo ouzh Gwilherm an Alouber, evel e dad, a zo niz d'ar roue. Ha gantañ e vo roet dezhañ karg ur domani ledan ha pouezus, dre m'emañ o tiwall harzoù bro-Saoz diouzh reoù bro-Skos. Ha dont a raio e veur, ar c'hont Stevan, da vout ur priñs ken galloudus hag hini Breizh, ur wech ma voe strollet e holl zouaroù, a veze graet Richmond eus outo, ouzh e zouaroù e Breizh, tro-dro da Wengamp ha Lambal.
Dre un emglev war ar glad e tapas krog duged Breizh war Enor Richmond e 1146l. N'o deus ket bet tro da dennañ kalz diwar an douaroù-se, koulskoude, rak implijet e veze gant rouaned bro-Saoz evit kaout troad war politikerezh Breizh. E gwirionez, etre 1148 ha 1398, ar bloaz ma voe tennet da vat an domani digant dugelezh Breizh, ne chomas Richmond nemet 125 etre daouarn an duged, ha c'hoazh pa veze en e bezh ganto.
En XIvet kantved ne oa eus Richmond nemet strollad douaroù dindan aotrouniezh mestr ar c'hastell, bet lakaet urzh enni gant ar c'hont Stevan tro ar bloavezhioù 1120-1135, ar ger a Richmond o vezañ pennlec'h ar c'hontelezh (alese e anv). En hevelep mare e oa bet savet kontelezhioù Lambal ha Gwengamp. Urzhiet eo an tachennoù-se gant un aotrouniezh kastellan en o c'hreiz, pa ne oa kontelezhioù kozh Roazhon pe an Naoned diazezet war ur geoded Gallo-Roman kozh, pennlec'h ur c'hont hag un eskob
875 -
Illustrer
Dre un emglev war ar glad e tapas krog duged Breizh war Enor Richmond e 1146l. N'o deus ket bet tro da dennañ kalz diwar an douaroù-se, koulskoude, rak implijet e veze gant rouaned bro-Saoz evit kaout troad war politikerezh Breizh. E gwirionez, etre 1148 ha 1398, ar bloaz ma voe tennet da vat an domani digant dugelezh Breizh, ne chomas Richmond nemet 125 etre daouarn an duged, ha c'hoazh pa veze en e bezh ganto.
En XIvet kantved ne oa eus Richmond nemet strollad douaroù dindan aotrouniezh mestr ar c'hastell, bet lakaet urzh enni gant ar c'hont Stevan tro ar bloavezhioù 1120-1135, ar ger a Richmond o vezañ pennlec'h ar c'hontelezh (alese e anv). En hevelep mare e oa bet savet kontelezhioù Lambal ha Gwengamp. Urzhiet eo an tachennoù-se gant un aotrouniezh kastellan en o c'hreiz, pa ne oa kontelezhioù kozh Roazhon pe an Naoned diazezet war ur geoded Gallo-Roman kozh, pennlec'h ur c'hont hag un eskob.