Environnement de Developpement


Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre

219 - An Ankoù e Breizh-Izel

br - Tudoniezh 

Attention : pas de lieux

Daniel GIRAUDON
Daniel Giraudon zo genidik eus Binig (22), gallaoueger ha brezhoneger anezhañ. War e leve emañ goude bezañ bet kelenner e Skol-Veur Breizh-Izel, ha klasker gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK / CRBC) e Brest. Doktor eo war an etnologiezh, ha meur a levr en deus skrivet a-zivout hengoun ar bobl, dastumet ma’z eus bet gantañ danvez puilh diwar eñvor ar re gozh. Ar priz « Claude Seignolle » a oa bet roet dezhañ e 2012 evit e levr diwar-benn kredennoù ha mojennoù ar marv e Breizh hag er broioù keltiek, Sur les chemins de l’Ankou.



404 - Dañs Bekabe e Kervaria-an-Iskuit, Plouha. E penn dañsadeg an Anaon e weler un Ankoù touller bezioù, gantañ ur varr war e skoaz. - Poltred gant Daniel Giraudon


Lies gwezh eo bet lakaet Breizh da vezañ bro ar marv gant skrivagnerien ar romantelezh. Gant Jacques Cambry e oa bet graet kerkent hag en XVIIIvet kantved en e levr Voyage dans le Finistère. Anatol Ar Braz eo, avat, en deus displeget hevelep skeudenn en he splannañ e-barzh e oberenn veur La légende de la mort en Basse-Bretagne embannet e 1893 hag adembannet meur a wezh abaoe. A bajenn da bajenn el levr-mañ e vez skeud an Ankoù o tarnijal dalc’hmat, sed omp bet war e roudoù ivez dre hentoù don Breizh-Izel.

Sous-dossiers

589 - Orin an anv ha skeudennoù a-gozh
Illustrer

Ar Marv personiet eo an Ankoù, pe/hag e vicherour, hag e roll eo dont er bed-mañ da gerc’hat an dud toc’hor evit o c’has d’ar bed all goude ambroug anezho war o zremenvan. Deuet e anv dezhañ eus ur wrizienn geltiek nek a dalvez kement ha lazhañ, mervel. Ar wezh kentañ ma ’z eo bet meneget an termen-mañ, gouez deomp bepred, a zo e-barzh ur spisc’her war ur skrid latin eus an IXvet kantved.

Kizellet pe livet eo bet skeudenn an Ankoù en ilizoù hag e karnelioù Breizh-Izel. Eskern tout an tamm anezhañ, gantañ un ostilh bennak en e zorn. Kaoz a vez eus an Ankoù ivez e lennegezh vrezhonek ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved evel ur penn-den er pezhioù-c’hoari, hag anv zo anezhañ e barzhonegoù zo eus ar c’hantvedoù-se. Nevesoc’h zo c’hoazh ez eo bet bras e blas e kontadennoù hag e mojennoù ar bobl, kaset dre gomz a rummad da rummad.


401 - Karnel Plouziri (29). Evel er Roc’h-Morvan ez eo ur pikol saezh a zo amañ gant an Ankoù, un hiris gwelet anezhañ o tiskouez e zent ha prest da skeiñ. - Poltred gant Daniel Giraudon


590 - Meur a garg, meur a gefridi d’an Ankoù, meur a ostilh ivez
Illustrer

Ouzhpenn muntrañ ha kas ar re varv d’ar bed all e veze lakaet kargoù all war e chouk gant kredennoù ar bobl, evel touller bezioù, embanner ar marv, peotramant paotr ar justis (gwelet ar pennadig-stern). Daoust d’ar pezh a soñjer peurvuiañ, n’eo ket ur falc’h a veze gantañ an aliesañ da gentañ penn. Kentoc’h ez eo ul lañs, ur speg, ur saezh stuc’hiet a weler war bouez e zorn er skeudennoù koshañ anezhañ, pe e vent kizellet, pe livet pe deskrivet gant al lennegezh. Evit e vicher touller bezioù e vez gantañ ivez ur bal, ur pig pe un trañch. N’eo ken met dindan pluenn folkloristed an XIXvet ha war-lerc’h e vo gwelet gantañ ostilh ar falc’her buhezioù. Sa fonction de embanner ar marv, se traduira quant à elle par l’intersigne des rodoù grinçantes de karr an Ankoù, da serr-noz, tri devezh a-raok marv un den en tiegezh ma vo bet klevet pe e re e amezeien. Evit kement-mañ e vez sikouret gant ur gaouenn a vez graet anezhi labous an Ankoù pe skrijer-noz.

Seul dostoc’h ouzh hon amzer-ni, seul vuioc’h a stumm den gant an Ankoù, diouzh kredennoù hag ijin ar bobl.


402 - An Ankoù e-barzh iliz Plouilio (22). Ankoù Plouilio zo gantañ daou ostilh, ur falc’h hag ur bal, evit e ziv gefridi bennañ : muntrer ha touller bezioù eo war un dro, amañ. - Poltred gant Daniel Giraudon


591 - An Ankoù en hengoun dre gomz betek an deiz hiziv
Illustrer

Diouzh m’emeur e lec’h-mañ-lec’h e Breizh-Izel ez eo Ankoù ar c’hentañ den marvet e-kerzh ar bloavezh, pe an hini diwezhañ er bloavezh kent, da lavaret eo e vez un Ankoù nevez bep bloaz. A-bouez eo oad an Ankoù. Mar bez yaouank e klasko kas d’ar bed all tud a oad gantañ. Mar bez kozh avat e vo d’ar re gozh d’en em chalañ evit ar mizioù a zeu. Diouzh temz-spered Ankoù ar bloaz e varvo mui pe vui a dud ivez. Mar bez brud un den drouk warnañ ez aio kalz a dud gantañ e-barzh e garr.

Ne vez ket an Ankoù e-unan o kas e labour da benn. An eil war roll ar re marvet er barrez a skoazell anezhañ. Dezhañ da gas al loen-kezeg dre e vrid, da zigoriñ ar c’hlouedoù ha da sammañ korfoù ar re varv.

N’eo ket paket en e liñsel an hini eo ez eo bet deskrivet an Ankoù breizhat diwar an XIXvet kantved. Gwisket e vez evel tud ar vro, kuzhet e zremm gant un tok ront ledan ma weler dindanañ e vlev hir ha gwenn. E gorf hir ha treut, relegoù holl, a spurmanter ivez dindan e e hir a vantell zu.

592 - Diskennad un doue ?
Illustrer

Klaskerien zo a soñj dezho ez eo heñvel a-walc’h an Ankoù ouzh Sukellos ar C’halianed, doue e vailh d’ar re-hont, diwar an droienn vrezhonek « morzholig an Ankoù » (xestobium rufovillosum), rak seblant fall eo an taolioù a glever gant an amprevaned-se o toullañ ar prenn. Padal ne weler morzhol ebet neblec’h e-mesk stalabard an Ankoù muntrer. Bez’ c’hellfe ur gredenn all koulskoude, hini ar mell benniget liammet ouzh ar marv ivez, reiñ tro da vont d’an tu-se (gwelet ar pennadig-stern). Met n’eus bet testeni ebet betek-henn a gement en dije lakaet ar mell-se e daouarn an Ankoù.

Hiziv ez eo deuet an Ankoù da vezañ tra ken met un dudenn er bannoù-treset, hag a-wezhioù c’hoazh e vez douget e relegoù pa vez prosesion evit manifestiñ a-enep ar stal-mañ-stal o serriñ.


403 - Doue galian e vailh, e Sant-Vedan (22). Lod a soñj dezho ez eo heñvel an Ankoù ouzh Sukellos ar C’halianed, doue e vailh, a zo manet ur gaer a zelwenn anezhañ e Sant-Vedan, war ar maez. - Poltred gant Daniel Giraudon



BIBLIOGRAPHIE

CROIX Alain, La Bretagne aux 16e et 17e siècles, La vie, la mort, la foi, Maloine éditeur, Paris, 1981.

GIRAUDON Daniel, Sur les chemins de l’Ankou, croyances et légendes de la mort en Bretagne, Yoran embanner, Fouesnant, 2012.

LE BERRE Yves, Entre le riche et le pauvre, La littérature du breton entre 1450 et 1650, Emgleo Breiz, Brest, 2012.

LE BRAZ Anatole, La légende de la Mort en Basse-Bretagne, Champion, Paris, 1893.

LE MENN Gwennole, La mort dans la littérature bretonne du XVe au XVIIe siècle, Mémoires de la Société d'Histoire et d'Archéologie de Bretagne, Tome LVI, 1979, pp. 5-39.