Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
220 - E pelec’h e c’heller gwelet skeudennoù eus an Ankoù ?
br - Tudoniezh Attention : pas de lieux
Daniel GIRAUDON
Daniel Giraudon zo genidik eus Binig (22), gallaoueger ha brezhoneger anezhañ. War e leve emañ goude bezañ bet kelenner e Skol-Veur Breizh-Izel, ha klasker gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK / CRBC) e Brest. Doktor eo war an etnologiezh, ha meur a levr en deus skrivet a-zivout hengoun ar bobl, dastumet ma’z eus bet gantañ danvez puilh diwar eñvor ar re gozh. Ar priz « Claude Seignolle » a oa bet roet dezhañ e 2012 evit e levr diwar-benn kredennoù ha mojennoù ar marv e Breizh hag er broioù keltiek, Sur les chemins de l’Ankou.
Attention : pas d'illustration principale
Note : pas de chapeau
593 -
Illustrer
N’eo ket e Breizh hepken e veze personiet ar Marv ha graet skeudennoù anezhañ. Pa vez graet anv eus an Ankoù avat, emeur e Breizh-Izel, anat eo. E-barzh savadurioù relijiel pe war o zro an hini e vez gwelet. Kizellet eo bet e mein-greun e Noal-Pondi (XVvet), Bulad-Pestivien (1552), Landivizio (1585), Kleden-Poher (XVIvet), Brasparzh (XVIvet), Lannedern (XVIvet), er Merzher (1619), Plouziri (1635) ha c’hoazh er Roc’h-Morvan (1639). Div zelwenn gaer eus an Ankoù, eus ar XVIIvet kantved, a c’heller gwelet ivez : unan e-barzh iliz Plouilio, eben e mirdi ar Jakobined e Montroulez.
War skeudennoù eus dañs Bekabe e weler an Ankoù c’hoazh. Unan zo bet livet e-barzh chapel Kervaria-an-Iskuit e Plouha (1450-1460) hag eben e Kernaskledenn (e-tro 1464), gwall zihailhet honnezh avat, siwazh. Da bep hini e renk e-barzh an dañsadeg evel er gevredigezh : impalaer, kardinal, roue, dug, eskob, marc’heg, marc’hadour, peizant... Kement den a vez kaset er jabadao, er salmantenn , gant un Ankoù krignet.
Ur ral eo gwelet skeudennoù eus ar Marv personiet e Breizh-Uhel, koulskoude e weler unan kizellet war sablezenn porched an iliz e Sant-Jord (Saint-Georges-de-Chesné, XVIvet) hag unan all livet war lambrusk porched an iliz e Sant-Herve (XVIIvet). Ur saezh hir zo gant an dudenn gentañ, ha mezheret eo eben en he sebeilh, gant un enskrivadur latin : nemini parco, ne espernan den.

405 - Dañs Bekabe e Kervaria-an-Iskuit, Plouha. E penn dañsadeg an Anaon e weler un Ankoù touller bezioù, gantañ ur varr war e skoaz. - Poltred gant Daniel Giraudon