Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
292 - Emgann ar Weneted
br - -51 - Istor  - ArzonPhilippe LANOË
Istorour, aotreeg war ar brezhoneg, karget da skignañ danvez sevenadurel Breizh gant BCD/Sevenadurioù.

517 - Karn ar Mont Bihan ha gweledva bae ar Mor Bras. Kaezar a wele an emgann eus beg Karn ar Mont Bihan. E-harz ar garn ez eus bet dizoloet un aoter en enor da gQuintus Sabinus (ur jeneral a gemeras perzh en ergerzadenn-vrezel Arvorig war aodoù an norzh), ar pezh a ziskouez moarvat e c’hoarvezas an emgann a-vaez d’al lec’h-se. - Skeudenn gant Philippe Lanoë
A-drugarez da veur a ergerzhadenn-vrezel e teuas a-benn armeoù Roma, renet gant Kaezar, da drevadenniñ Galia etre 58 hag 51 kent JK. Gwalarn Galia, hag a veze graet “Arvorig” anezhi, a dremenas dindan beli Roma e-kerzh unan eus mareoù pennañ ar brezel-se : koll emgann war vor ar Weneted e 56 kent JK.
746 - Er bloavezh 57 kent JK
Illustrer
Er bloavezh 57 kent JK e-kerzh an hañv, e c’hounezas Publius Crassus, dileuriet gant Kaezar, sujidigezh pobloù Arvorig, gwarantet gant gouestlidi. Tremen a reas ar goañvezh e-touez an Anded (bro Anjev hiziv). Ar sujidigezh-se, gounezet aes na badas ket, avat. Daoust ha bez’ e oa en abeg da zonedigezh dic’hortoz ar Romaned pe d’un digompren war dalvoudegezh ar ouestlidi ? E deroù goañvezh 57 kent JK e skrapas ar Weneted d'o zro daou brefed deuet da zeogiñ ed, a-benn diskouez ne oant ket e sell sujañ da Roma.
Ul lestraz kenwerzh bras o devoa ar Weneted ha treuzdougen a raent marc’hadourezh d’ar pobloù tro-war-dro. En arvar en em gave o beli war vor gant donedigezh ar Romaned hag o raktres trevadenniñ Enez Vreizh. Desachañ a rejont ar pobloù nes d’o heul ha goulenn sikour digant pobloù Enez Vreizh.
Un digarez eus ar re wellañ a oa gant Kaezar da dagañ Arvorig eta.
747 - Brezel war zouar
Illustrer
Ar Weneted n’o devoa lestr brezel ebet. Strollañ a rejont o lestraz kenwerzh ha kreñvaat o oppida (kreñvlec’hioù), tra ma roas urzh Kaezar da Vrutus lakaat sevel ul lestraz gant pobloù kevredet ouzh Roma : ar Biktoned ha marteze ivez an Anded. Lakaat a reas galeoù da zont eus ar Mor Kreizdouar ivez. Distro da C'halia e nevezamzer 56 kent JK, e kemeras Kaezar penn un ergerzhadenn-vrezel war zouar. Klask a reas troadeien Roma kemer oppida (kreñvlec’hioù) ar Weneted, en aner, dre ma oant lec’hiet war vord ar mor, war vegoù douar aes da greñvaat. Tremen a ra an Arvoriz hep en em gannañ war zouar, ha kerkent ha ma veze taget ur c’hreñvlec’h e tec’hent kuit dre ar mor. Padout a reas pell ar brezel e-pad al lodenn vrasañ eus hañvezh ar bloavezh 56 kent JK, betek ma vije prest al lestraz roman.

515 - Adsavadur lestr ar Jentilez (Perroz-Gireg). Listri kenwerzh ha neket listri brezel a oa gant ar Weneted.
Hervez deskrivadur Kaezar e c’heller krediñ eo en em gavet dirak bagoù dianav dezhañ, a implije teknologiezhioù disheñvel-tre diouzh re e vro. - PEAUDECERF (Hervé), Peñseoù ha peñseidi, embannadurioù Frifurch, 2006, Dourlivadur gant Jean-François Guével
748 - Brezel war-vor
Illustrer
Prest e oa ar Romaned e miz Gwengolo hag o lestraz oc’h ober hent war-zu arvor Gwened, etrezek penn pleg-mor ar Mor Bihan. Diouzh o zu o devoa strollet ar Weneted o lestraz er goudor er pleg-mor. Moarvat e oa ar porzh pennañ e Lokmaria-Kaer pe war vord stêr an Alre. A-drugarez d’an dichal ha d’an avel walarn a c’hwezhe a-du ganto e teuas 220 bag Galian er-maez eus pleg-mor ar Mor Bihan. Eoriañ a reas lestraz Brutus a-dal da draezhennoù bras gourenez Rewiz e-harz Karn ar Mont Bihan, el lec’h m’en devoa staliet Kaezar ur post evezhiañ eus ar re efedusañ.
Mont a rae listri ar Weneted diwar hent a-dal d’ar galeoù roman, daoust ma ouie ar Romaned ne oa ket o ligornioù evit derc’hel penn ouzh listri kreñv ar Weneted gant an avel a-du. Hervez Dion Cassius e soñjas Brutus, pennfollet, lakaat e vigi da skeiñ war an aod. A-feur ma tostae al lestraz roman ouzh an aod, e kolle tizh listri ar Weneted, kement ha ma rankent treiñ ha distreiñ a-dal d’an avel.
Lañs ganto, e tivizas ar Romaned tagañ o enebourien. Aes e oa da listri ar Weneted leviata ur wech pellaet ouzh an aod, met dic’houest e oant da dostaat ouzh galeoù ar Romaned, a oa re brim abalamour d’o roeñvoù. Dic’hortoz a-grenn e c’houzizas trumm an avel. Kalz diaesoc’h e voe da lestraz ar Weneted leviata eta. Dre ma ne oa tamm arm-bann ebet ganto e oa aes tostaat ouzh o listri hep dañjer, en ur vont dindan o avel, a-dreuz dre an a-dreñv dezho. Tostaat a reas neuze ar Romaned hag int ha troc’hañ kerdin gouelioù al listri galian gant filc’hier. Un toullad anezho a voe lakaet boud eta. Kelc’hiet e oa pep lestr gwenetad gant daou pe dri gale, prest da vezañ abourzhet.
War-dro 9 eur vintin e krogas an emgann hag e paouezas da serr-noz.

516 - Emgann Gwened (-56) - BCD
749 - Heuliadoù an emgann
Illustrer
Hep lestraz ebet ken e voe rediet ar Weneted d’en em zaskoriñ hag en em rojont d’ar Romaned. Hervez Kaezar e-unan : “ ...barn a reas an holl senedourien d’ar marv, ha gwerzhañ a reas ar peurrest en enkant... ”. Moarvat ez eus kaoz eus ar soudarded tapet ha neket eus ar boblañs a-bezh. War a-seblant e kemeras perzh ar Weneted, evel pobloù all Arvorig, en emgannoù a voe da heul, pe e vije emsavadeg Verkingetorix pe hini Dumnacos.
BIBLIOGRAPHIE
Pennadoù :
Denis Michel, « La campagne de César contre les Vénètes », Notices d’archéologie armoricaine, Annales de Bretagne, tome 61, n° 1, 1954, pp. 126-153.
Emmanuelli Pierre, MERLAT Pierre, « César et les Vénètes : le combat naval de 56 av. J.-C. », Annales de Bretagne, tome 63, n° 1, 1956, pp. 55-87.
Creston René-Yves, « César et les Vénètes : notes critiques sur la bataille livrée par Brutus contre les Vénètes en 56 av. J.-C. », Annales de Bretagne, tome 65, 1958, pp. 59-64.
Bernier Gildas, « Les promontoires barrés des îles vannetaises du Mor Bras, Annales de Bretagne, tome 71, n° 1, 1964, pp. 67-74.
Thollard Patrick, « César, Strabon et les Vénètes : un faux « emporion » », Revue archéologique de l’Ouest, tome 2, 1985, pp. 115-118.
Levrioù :
Eveillard Jean-Yves, « César, Guerre des Gaules », L’Armorique antique, Morlaix, Skol Vreizh, 2013, pp. 11-29.