Environnement de Developpement


Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre

278 - Emgann Sant Albin an Hiliber

br - 1488-07-28 - Istor  - Saint-Aubin-du-Cormier
René CINTRÉ
Bet kelenner skolveuriek, doktor war al lizhiri, arbennikaet war istor an harzoù ha marzoù Breizh. Gantañ eo bet savet al levr : « Les Marches de Bretagne. Une frontière du Moyen Âge à découvrir», embannadur OF, 2001.



491 - Tour-meur mac'hagnet Sant Albin an Hiliber, arouez drouklamm ar Vretoned. - Servij Renabl ar Glad Sevenadurel, Rannvro Breizh.


N'eus douetañs ebet e vefe an 28 a viz Gouere 1488 e-touez unan eus deiziadoù heverkañ eus istor dibenn ar XVvet kantved : un devezh merket gant disoc'h emgann spontus Sant Albin an Hiliber, a welas Breizh trec'het war he zachenn ha dinerzhet, rediet da blegañ dirak barnedigezh an emgann ha da zilezel he emrenerezh e-tal rouantelezh bro-C'hall. Evel-se e teuas war-wel un dro-bleg mantrus a voe graet «kudenn Breizh» eus outañ, evel ma krogas dindan ren Loeiz XI (1461-1483).

Sous-dossiers

718 - 1461 : Digoradur «kudenn Breizh»
Illustrer

Pa erruas Loeiz XI war dron bro-C'hall e 1461, e krogas ur marevezh hir ha stenn, kreizennet war dachenn ar marzoù. E-pad un tregont vloaz bennak e voe tagadennoù trumm ha prantadoù peoc'h a bep eil etre Breizh ha bro-C'hall... da c'hortoz ur stokadenn a lakfe un termen d'ar reuz.
Pezh zo e varvas Loeiz XI pell a-raok bezañ renket kudenn breizh. Evit gwir e teuio ar gudenn en-dro, ha kreñvoc'h c'hoazh, dindan ren Charlez VIII, evit mont betek penn-kentañ ar bloavezioù1490. Loc'het e voe un dagadenn gentañ e miz Mae 1487, ha pa echuas e voe dalc'het krog gant an armeoù gall en un toullad mat a greñvlec'hioù pouezus, Dol, Sant Albin an Hiliber, Gwitreg, Gwerc'h-Breizh ha Klison... hep dont a-benn da bakañ an Naoned.


488 - Lanneier an Emgav : « Ur savlec'h dibar hag estlammus evit un emgann meur », hervez La Borderie, Istor Breizh, Levrenn 4, pajennoù 541-559. - La Borderie, Histoire de Bretagne, tome 4



489 - Bez Fransez II, duk Breizh eus 1458 da 1488 ( engravadur war kouevr eus dibenn an XIXvet kantved). - Dastumad René Cintré


719 - 1488 : trec'h meur ar C'hallaoued
Illustrer

Gant taolioù-brezel 1488 e vo tapet un hent nevez d'ar brezel, pa voe degaset pikoloù armeoù bodet en Angers : 12 000 soudard, na mui na mes, en o zouez milieroù a soudarded a orin suis a veze graet outo « e-touez bravañ gwazed ar bed ». Renet e oant gant Louis de la Trémoïlle , a veze lavaret diwar e benn e oa unan eus gwellañ kabitened ar mare.
Adalek Pouancé e ya ar C'hallaoued da lakaat o c'hrabanoù war Gastell-Briant (a voe drastet da vat gant pezhioù-kanol ar roue) hag Ankiniz (freuzet kement all) ... Ha Felger goude-se (kouezhet d'an 19 a viz Gouere). Alese e kemer ar Vretoned hent an emgann. D'an 28 a viz Gouere en em gavas stok-ha-stok an div arme, e-tal Sant Albin an Hiliber, en ul lec'h a vez graet outañ abaoe an devezh-se « Lanneier an Emgav ».
Tro 2 eur goude merenn e krogas an emgann, ha tro-dro 4 eurvezh e padas. Klaseloc'h emgann n'eus ket. Da gentañ e krog gant diskarg holl bezhioù kanol lu ar roue gall. Ha goude-se en em daol ar soudarded a-benn d'ar re all, gant ar Vretoned o huchal «Sant Samson ! Sant Samson !», pa oant oc'h aspedin sant an deiz, an hini bet gwechall eskob Dol hag unan eus sent diwallerien ar muiañ doujet outo en dugelezh.
Taer-meurbet e voe an dagadenn, kement ha ma voe disrannet adalek an taol kentañ renkadoù arme ar Vretoned -renkadoù liesseurt ha pennfollet-mik. Goude-se e voe ur stourmadeg kriz-meurbet, a welas en tu all a 6000 den koll o buhez, diouzh tu ar Vretoned nemetken : Bretoned evel-just, met ivez Alamaned, Gwaskoned, Euskariz ha Spagnoled, holl deuet da harpañ anezho, «lazhet dibaouez evel deñved en o fark», ha d'an nebeutañ 500 archer saoz, drailhet en hevelep doare... Diouzh tu ar C'hallaoued e kaver war-dro 1400 soudard lazhet, pezh a ra tro 8000 den lazhet en holl, a voe sebeliet prestik war an dachen, en ur c'harnel divent !

720 - War-lerc'h an emgann
Illustrer

War-lerc'h an emgann e tered an arme Gall e kalon ar vro. E-keit-se e koazh Frañsez II, en ur glask dastum e nerzhioù diwezhañ. Goude-se, emskiant eus pegen mantrus e oa ar gwall-reuz, e rankas plegañ ha goulenn sinañ ar peoc'h. Sinet e voe e kastell ar Werjez (en Anjev) d'an 19 a viz Eost 1488. E-barzh diviz pennañ an emglev en em ouestle ne euredfe ket e verc'hed hep asant ar roue. Erru faezh gant e dregont vloaz e penn an dugelezh, « gouzañvus ha leun e galon a dristidigezh», e varvas ar bloavezh-se e Koeron (e-tal an Naoned), d'an 9 a viz Gwengolo 1488. Hiviziken e vo diazezet planedenn Breizh war zivskoaz an dugez Anna yaouankik c'hoazh, war-nes dont da vezañ ar briñsez ar muiañ c'hoantaet en Europa... a-raok eurediñ gant Charlez VIII, d'ar 6 a viz Kerzu 1491.


490 - Ar monumant bet savet gant Koun Breizh d'an 28 a viz Gouere, da geñver 500 bloaz an emgann. - Photo Maryvonne Cadiou



BIBLIOGRAPHIE

Bibliographie complète sur le sujet dans l’ouvrage : Le Guay Jean-Pierre, Vivre dans les villes bretonnes au Moyen Age, PUR, 2009, pp. 494-502


Cucarull Jérôme, « Identité et commémoration. La constitution d’un lieu de mémoire Breton : la bataille de Saint-Aubin-du-Cormier (XVIe-XXe siècles) », Annales de Bretagne et des pays de l’Ouest, tome 106, n° 4, 1999, p. 99-127 [texte intégral].
Source : http://www.persee.fr/web/revues/home/prescript/article/abpo_0399-0826_1999_num_106_4_4054

Cintré René, « La fin de l’indépendance bretonne, histoire d’une déchirure », dans revue Le Pays de Fougères, n° 69, 1988, pp. 3-21.
Bouffort Daniel, « Commémoration du passé et passé d’une commémoration », dans revue Le Pays de Fougères, n° 69, 1988, pp. 44-46.
Leguay Jean-Pierre et Martin Hervé, Fastes et malheurs de la Bretagne ducale, Éditions Ouest-France, Rennes, 1982.
La Borderie Arthur, Histoire de Bretagne, tome 4 (1364-1515), Rennes, 1906, réédition Joseph Floch, Mayenne, 1975.


VOIR AUSSI