Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
277 - Binioù-Bombard-Beuz
br - Glad dre gomz Attention : pas de lieux
Michel COLLEU
Michel Colleu zo bet ken-diazezour ar gelaouenn Chasse-Marée, kaner, soner ha dastumer eo ivez, ha rener Ofis ar Glad Sevenadurel Dizanvezel an deiz a-hiriv.

487 - Konogan an Habask (ouzh ar vombard) & Yannick Martin (ouzh ar binoù) / Fest-noz Gouel Fisel e Rostrenenn (2013) - Eric Legret
En XIXvet kantved e veze graet « laz-seniñ broadel Breizh » eus ar c'houbladoù binioù-bombard, a veze harpet gant un tabouliner. Met ma 'z eo an hengoun-se arouezius eus sonerezh Breizh, ar veuz, an eil binioù eus Breizh, zo bet tost da vont da get e-kreiz an XXvet kantved.
713 - Byniou, benio, veze, beni, bombard, oboell…
Illustrer
Adalek 1464 e kaver ar gerioù bombart ha benny e Catholicon Jehan Lagadeuc, met ne ouezer ket resis diouzh peseurt binviji e reont anv. E 1716 e skriv Dom Le Pelletier e dornskrid e Geriadur ar Brezhoneg e raer gant ar ger binioù « evit komz eus an oboell hag eus ar bini, ar binviji a implijer forzhig e Breizh evit lakaat ar beizanted da zañsal ».

484 - Bombard e koad beuz gant 6 toull dialc'hwez, ur stumm a gaver stank a-walc'h e bro-Wened. - Wikimedia
714 - Un daouad binvioù pobl ha ne gaver nemet e Breizh
Illustrer
N'o nemet adalek ar bloavezhioù 1880 e weler da vat an daou venveg, oboell ha binioù e levriad verr, hag a-drugarez da dresadennoù Olier Perrin eus Kerfeunteun (e-tal Kemper). Soniñ a ra levriad berr ar binioù-mañ en eizhvedell uheloc'h eget an oboell. An dibarder-de, hag ar fed emañ ar soner bombard o c'hoari bep eil frazenn notennoù, a lak an daouad binioù-bombard da vout un unvez, daoust m'eo kaset gant daou soner.
Pa veze an daouad binioù-bombard en e barr, tro ar bloavezhioù 1900, e veze meur a stil c'hoari gant ar vegenn eus ar c'hoarierien e Kerne-Izel, padal e veze kavet gwelloc'h gant sonerien bro-Wened chom tost ouzh ar sonioù kanet er vro. Tro-dro da Loudieg e veze diazezet-mat an daouad sonerien ivez. En Oriant ez ae ar sonerien da bourchas o binviji, lec'h ma veze kavet ludourien a-vicher brudet-kaer, evel Jean-Pierre Jacob. N'eo bet adkavet hini ebet eus ar binviji bet savet a-raok kreiz an XIXvet kantved koulskoude.

485 - Daou diwar ar pemp breur Sciallour eus Sant-Ivi e-kreiz Kerne, lec'h ma veze kavet ar muiañ a sonerien daou-ha-daou. Yvon ouzh ar vombard, ha Jean-Marie ouzh ar binioù (tro ar bloavezhioù 1870 e oant ganet). - Dastumad Mirdi Breizh
715 - Kenstrivadegoù « muzik kaer »
Illustrer
Ingal e veze graet fed gant ar romantelourein da gentañ, gant ar folklorourien goude-se, pegen dibar e oa an daouad binioù-bombard, ha meuleudi ar sonerien pobl a veze kanet, evel da Vatilin an Dall (1789-1859), soner bombard ampart eus Kemperle. Adalek 1880 e weler o tiflukañ «kenstrivadegoù biniaouerien» e Kerne Izel koulz hag e Bro-Wened, kement ha lakaat war-wel doare c'hoari an daouad binioù-bombard, war-goust an doareoù-soniñ all hengounel a Vreizh. Met ne vo ket trawalc'h evit mirout ouzh an daouad da vont war an diskar : rouez e veze ar sonerien a gase en-dro euredoù ha gouelioù poblek tro ar bloavezhioù 1930.
716 - Ar veuz, an eil binioù a Vreizh
Illustrer
Gant ar folkloristed ne veze ket taolet pled ken aketus ouzh ar sonerien beuz, ar binioù-se a veze c'hoariet gant ur soner en e-unan e Breizh-Uhel. Tro ar bloavezhioù 1900 ne chome e ledenez Gwenrann, hag e Geunioù Breizh ha Vañde, nemet un ugent bennak a sonerien beuz a gendalc'he da soniñ c'hoazh. Ha siwazh n'eo bet enrollet hini ebet anezho, met an enklaskoù kaset gant Bernard de Parades, hag an holl dud bodet adalek 1976 er gevredigezh Sonerien beuz a viro ouzh an eil binioù breizhek da vont en ankounac'h. Ul levriad dibar a zo d'an eil binioù a Vreizh, pa son un eizhvedell izeloc'h eget ma son ar binioù kozh.

486 - Soner beuz e koad ar Chaize e Nervouster (1896). - Dastumad. EthnoDoc hag Arexcpo.
717 - Eus ar biniaouachoù da arouez ur sevenadur
Illustrer
E 1940 eo bet kaset o binviji d'ar blotoù gant ar viniaouerien. Ne fell ket d'an emsaverien yaouank ankounac'haat ar sonerezh pobl koulskoude. Hag an hini kentañ anezho, Polig Monjarret (1920-2003), a grogo da zastum tonioù digant ar sonerien daou-ha-daou diwezhañ er bloavezhioù 1940. Diskouez a raio o zalvoudegezh d'ar sonerien yaouank bodet er bagadoù, deuet niverus da lakaat o anv da zeskiñ soniñ ar binioù bras skos, un ijinadenn nevez-flamm. Dont a ra ar binioù kozh diouzh ar c'hiz en-dro tro ar bloavezhioù 1960, tal-kichen ar binioù Skosad, lez-anvet binioù bras. Er bloavezhioù 1970 ez eus bet dastumet tonioù ha doareoù soniñ dic'hortoz c'hoazh digant sonerien gozh. Kantadoù a sonerien daou-ha-daou a gaver e Breizh.
BIBLIOGRAPHIE
COLLEU M., BIGOT L. (dir.), Musique Bretonne. Histoire des sonneurs de tradition, Douarnenez, Le Chasse-Marée-ArMen, 1996, 512 p.
BIGOT L. (dir.), « Sonneurs de couple biniou-bombarde : les enregistrements historiques », Anthologie des chants et musiques de Bretagne / Volume 6, Douarnenez, Le Chasse-Marée-ArMen, 1994, CD - livret 28 p.
Sonneurs de veuze (dir.), « Sonneurs de veuze en Bretagne et Marais breton-vendéen », Anthologie des chants et musiques de Bretagne, Douarnenez, coédition Dastum / Le Chasse-Marée-ArMen, 33 t. vol. 3, livret 20 p., 1987, et CD vol. 6, livret 20 p.
DE PARADES B., MORVAN C., POSTIC F. , MALRIEU P., Matilin an Dall, naissance d’un mythe, Quimper, Les Amis de Bernard de Parades, 2003, 250 p.