Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
263 - Pennad-stern: Al lidoù
br - Tudoniezh Attention : pas de lieux
Aurélie EPRON
Antropologourez-istorourez eo Aurelie Épron e Kreizenn an Enklaskoù ha Nevezadurioù war ar Sport e skol-veur Lyon 1. Ken-ezel eo eus ar Greizenn evit an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, ha dedennet eo gant al luskoù identelezh, aketus eo he sell war ar gwanderioù hag an nevezadurioù a lakaer e pleustr er c'hoarioù hag er sportoù hengounel, dreist-holl e doareoù disheñvel ar gouren.
Attention : pas d'illustration principale
Meur a lid a verk identelezh ar c'hourenadegoù.
682 - Lid al le touet
Illustrer
Lid al le touet a zo unan eus ar skouerioù fetis eus arnevezadur ar gouren. E 1930 eo ez eo bet lakaet en e sav, ha pa zeue da heul ar pozioù a veze distaget en ur mod pe un all, daeoù, taolioù-penn pe briata a veze hervez giz pep korn-bro, ur mod da siellañ gourenadegoù an hendadoù. Met leun a gredennoù ha brizhkredennoù a gaved el lidoù a veze a-raok an XXvet kantved «na rez ket ouzhin na gant kazel-ge na gant strobinellerezh... »).
Touet e Brezhoneg da gentañ, e Galleg goude-se, e penn-kentañ pep gourenadeg, un doare da embann sklaer ha splann reolennoù ha spered ar gouren : an doujañs (evit e geveler, an tredeeg, ar re gozh) hag an uvelded ivez.

463 - Gourenadeg Sant Kado (2013), Sant Paeron ar c'hourenerien, Gouenac'h e-tal Kemper. Lid al le touet. - © Eric Legret
683 - Le toueet gant ar c'hourenerien (savet gant Charlez Kotonneg e 1930)
Illustrer
E brezhoneg :
M’hen tou da c’houren gant lealded
Hep trubarderez na taol fall ebet
Evit ma enor ha hini ma bro.
En testoni da ma gwiriegez
Hag evit heul kiz vad ma zud koz
Kinnig a ran da ma c’henvreur ma dorn ha ma jod.
E galleg :
Je jure de lutter en toute loyauté
Sans traîtrise et sans brutalité
Pour mon honneur et celui de mon pays.
En témoignage de ma sincérité
Et pour suivre la coutume de mes ancêtres
Je tends à mon émule ma main et ma joue.
684 - An emglev a lealded
Illustrer
An emglev a lealded, lakaet splann en ur vriata ha stardañ dorn e geveler :
En em vriata a ra ar c'hourenerien dre deir gwech, jod-ouzh-jod gant o c'heveler, e penn-kentañ hag e dibenn ar c'hrogad.
Gant an dornad e loc'h ar c'hrogad. Ha stardañ a reont o daouarn koulz e penn-kentañ ar c'hrogad, goude ar briata, ha war-lerc'h pep lamm.
685 - Gourenadeg mod kozh
Illustrer
Gourenadeg mod kozh lec'h ma adkaver aozadur hengounel ar c'hustum a vez meneget betek an XIXvet kantved. Treiñ a ra ar gourener tro-dro d'ar pallenn, d'an dro enep an horolaj, tro-dro d'an dachenn bren-heskenn e stumm ur c'helc'h, betek ma teuio un eneber da dalañ ouzh an daeadenn en ur skeiñ ouzh e skoaz. Trec'h an hini a drec'ho e enebour dre deir gwech diouzh renk.

464 - Gourenadeg « Mod kozh », Sant Kadou (2013).
Tapet ar priz, amañ ur plad porselen, gant ar c'hourenerez he deus graet tro an dachenn. Deuet an eil gourenerez da zaeañ anezhi en ur stekiñ ouzh he skoaz. Pa vo echu ar c'hrogad e vo kaset er-maez ar jeu an hini drec'het, chom a ra an hini drec'h war an dachenn, tapet e vo ar maout ganti ma c'hounez tri c'hrogad diouzh renk. - © Eric Legret