Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
251 - Digoradur ar skol Diwan Kentañ
br - 1977 - Yezhoù Istor  - Lampaul-PloudalmezeauFrancis FAVEREAU
Kelenner a-enor war ar Brezhoneg ha sevenadur Breizh , bet o kelenn e lise Karaez, e Gwengamp, ha goude-se e Skol-Veur Breizh Uhel -Roazhon 2. Savet eo bet gantañ geriadurioù (bet adembannet meur a wech);ur yezhadur, hag antologiezh lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved.

437 - Skol Diwan Kastell-Paol - Wikipedia
E distro-skol 1977 e voe digoret ar skol Diwan kentañ e Lambaol Gwitalmeze, gant pemp bugel er skol-vamm. Ur skol digoust, laik ha lec'h ma veze kelennet e Brezhoneg. E bro-Leon ez eus bet kavet skoazell evit raktres emsaverien, pa ne veze koulz lavaret kentel ebet er skolioù-mamm hag er skolioù kentañ derez betek-neuze.
655 - Stad an deskadurezh e Brezhoneg e 1977
Illustrer
Evit pezh a sell ar c'hentañ derez, ne zegase ar C'harta Sevenadurel nemet ar bromesa ma vefe skolaerien 'zo anvet da guzulerien pedagogel, evit ma vefe roet un «anaoudegezh eus ar yezh e-pad prantadoù dizoleiñ, un eurvezh ar sizhun, diwar goulenn ar familhoù, ha gant labour a-youl-vat ar mistri-skol», pezh a veze kavet dija el lezenn Deixonne 1951(pennad 2&3) » :
Pennad. 2. -Erbedadennoù pedagogel a vo kaset d'ar rektorien evit ma c'hellfent reiñ aotre d'ar vistri implijout ar yezhoù lec'hel er skolioù kentañ derez ha skolioù-mamm bewech ma c'hellint tennañ gounit evit o c'helennadurezh, en o zouez evit studi ar Galleg.
Pennad. 3. - Pep skolaer a savo ar goulenn a c'hello bezañ aotreet da ouestlañ un eurvezh bep sizhun da oberiantizoù a dalvezo da gelenn anaoudegezhioù diazez al lenn hag ar skrivañ er yezh lec'hel, ha studi pennadoù tennet diouzh al lennegezh er yezh-se. Diret e chom ar c'helennadurezh-se evit ar skolidi.

436 - Skritell evit Diwan - Jean-Paul MELLOUET
656 - Azgoulennoù
Illustrer
Kaout brezhoneg er skolioù-mamm ha kentañ derez, setu pezh a oa neuze, goude 1968, goulenn kentañ ar c'hevredigezhioù bodet er c'hengevredad Galv (bet savet e 1969 gant Studierien Yaouank Breizh, Ar Falz hag Unvaniezh Demokratel Breizh, a-raok ma teufe da vezañ un Talbenn sevenadurel araokaour ledanoc'h e 1980). Lod eus ar bolitikerien hag ar sindikadoù a gave gwelloc'h gortoz, gant ar spi e vefe bet pouezet evit kaout ur cheñchamant politikel da vat. Ha gwir eo n'eo bet savet ar skol divyezhek publik kentañ nemet en distro-skol 1982, e Sant Riwal, er Menez Are.
657 - Skouerioù an divyezhegezh
Illustrer
Er bloaz 1975, e-kerzh stajoù stummadur, e oa bet kaoz eus «sevel skolioù er-maez ar sistem,evel e bro-Euskadi». Ha da heul sizhunvezh beaj div emsaverez sevenadurel yaouank en Euskadi (diouzh tu bro-C'hall ha diouzh tu bro-Spagn), e voe votet en nevez-amzer 1976 gant Skol an Emsav evit ma vefe krouet skolioù diwar skouer an Ikastola en Euskadi. Deuet e oa skouer ar soubidigezh eus ar C'hanada, ur skouer o tapout e blas ivez en Iwerzhon, e Katalonia, ha nebeut goude en Okitania, ha meur a lec'h all. Met un drederenn eus e izili o defe kavet gwelloc'h un diskoulm evit mont war-raok pazenn-ha-pazenn, gant asant an holl, evel ma veze goulennet gant e gevelerien en tu-keiz.
658 - Lambaol Gwitalmeze
Illustrer
D'ar poent-se e teuas a-benn Reun an Ostiz (brezhoneger, ezel eus ar CGT hag eus an UDB) da gendrec'hiñ Alphonse Arzel (brezhoneger ivez, ezel eus ar strollad tu-kreiz, a vo senedour goude-se, gantañ vo tapet penn ar stourm ouzh Amoco, kiriek eus lanv du an Amoco Cadiz) ; asantiñ a reas neuze kuzul-ker Lambaol Gwitalmeze da reiñ da feurmiñ ur skol bet serret 5 bloaz a oa, evit degemer ur skol-vamm en distro-sol 1977.
659 - Eus ur c'hlas er-maez ar sistem d'un hentad dre soubidigezh
Illustrer
Kalz a vrud a voe gounezet gant ar c'hlas kentañ (a-drugarez da luc'hskeudenn e vestr-skol kentañ, ur c'haner awenet gant ar stourmoù evit an endro, al lanvioù du, an nukleel e Plogoñv…) Un hanter-dousennad a vugale e-tal un nebeut maouezed kozh, peadra da ziskouez e du enep-sevenadurel. Gweltaz ar Fur, kaner ha «frankizour» evel ma vourre lavaret, a voe kadoriad kentañ ar gevredigezh, harpet kentoc'h gant al luskad nagennour eget gant an tu-kleiz, zoken breizhek, pa ne grede ket an UDB mont a-enep sindikadoù ar gelennerien, a gave gwelloc'h kinnig un deskadurezh war un dachenn ledanoc'h, met na vefe ket ken stank. Ha koulskoude e yelo ar rouedad Diwan war-gresk, o sevel er bloavezhioù goude klasoù da gentañ, skolioù goude-se, e Lannuon, e Roazhon… «Kevredigezhel, digor d'an holl ha digoust» gant un dro-spered laik, a-raok bezañ enbarzhiet e sistem deskadurezh bro-Frañs, hervez reolenn an div yezh keit-ha-keit war hollad an deskadurezh.
660 - Daou-ugent vloaz
Illustrer
Daou-ugent vloaz eo bremañ ar vugale kentañ bet skoliataet e Diwan, lod anezho stourmerien evit yezh ha sevenadur ar vro. E keit-se e weler miliadoù a vugale, er skolioù-mamm ha kentañ derez, evel er penn-kentañ, met ivez en eil derez, gant meur a skolaj hag ul lise, a vez meneget a vloaz da vloaz e-touez ar re wellañ e bro-Frañs a-bezh.
BIBLIOGRAPHIE
PERAZZI Jean-Charles, Diwan - 20 ans déjà, Coop Breizh, 1999.
VOIR AUSSI