Environnement de Developpement


Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre

203 - Emsavadeg Plougoñ : Ur stourm enep-nukleel bet kaset – hag ur ral eo - da bennvat

br - 1980-05-24 - Istor  - Plogoff
Gilles SIMON
Doktor e Skiantoù politikel eo, kelenner ekonomiezh e Kambr ar micherioù hag an artizanelezh e Penn-ar-Bed, hag e karg eus kentelioù sokiologiezh politikel e Skol-Veur Gatolik ar C’hornôg. E dachennoù klaskerezh eo studi an emsavioù er gevredigezh (evel an emsav enep-nukleel), sokiologiezh ar mediaoù, sokiologiezh kemmadurioù sevenadur Breizh (sonerezh).



369 - Tal-ouzh-tal gant paotred an urzh, poltred diwar ar film « Des pierres contre les fusils » gant Nicole ha Felix ar Garreg - Félix ar Garreg


Diwar glevet ar c’heloù e oa ur greizenn nukleel da vezañ savet war Beg ar Raz e Penn-ar-Bed, e oa en em savet tud ar C’hab hag ar re gentañ eus ar gostezenn bolitikel ekologour, adalek 1976 ha betek 1981. Cheu bras a oa bet e-doug an enklask foran diwar-benn talvoudegezh ar greizenn-se, er goañv eus ar bloaz 1980, etre ar vanifesterien ha paotred an urzh. D’ar 24 ha d’ar 25 a viz Mae e teuas 100 000 a dud da gemer perzh en ur fest dirak Bae an Aon e Plougoñ. Ur wech aet ar sokialour François Mitterand da brezidant nevez-dilennet ar Republik e vo dilezet ar raktres kerkent.


544 - Ur stourmadeg savet tammig a dammig
Illustrer

E-kerzh ar goañv e 1975 en em savas tud evit ar wech kentañ a-enep an nukleel en Erdeven, ul lec’h hag a seblante plijout kenañ da zifennourien an atom. Lakaet he doa ar Stad ul lec’h all war he roll ivez : hini Porzh-Moger (Ploñger, e Goueled-Leon). E miz Kerzu 1975 e voe bodet tud ar c’henurzh enep-nukleel kentañ e Ploñger. Embannet e voe neuze gant an emsaverien, tud yaouank anezho, dindan 30 vloaz alies, « Skrid diazez Porzh-Moger », unan eus sichennoù an ekologiezh politikel e Breizh.

Diouzh ar gostezenn all e veze studiet pehini e vefe al lec’h gwellañ. E-keit-se avat, e veze gwiadet ur rouedad CLIN (komiteoù lec’hel evit kelaouiñ diwar-benn an nukleel) evit skignañ dre ar vro an arguzennoù enep-nukleel. D’an 9, d’an 10 ha d’an 11 a viz Mezheven 1976 e voe tud Plougoñ war ar stern noz-ha-deiz, o stankañ an hentoù a-benn mirout ouzh ar c’heologourien a sontañ an douar e Feunteun-Aod. Ganet e oa komite difenn Plougoñ, hag aet en e benn Jañ-Mari Kerloc’h, maer PS ar gumun, ar pezh en deus lakaet daou rumm tud eus ar gevredigezh da stourm a-gevred gant pep a bal. Plougoñiz diouzh un tu, a oa savet da gentañ-penn diwar goust ur sindrom NIMBY (Not In My Backyard : War ma leur-gêr ’vo ket), da lavaret eo e oa o fal pennañ difenn o ziez, o zro-war-droioù ha kement zo. An ekologourien yaouank diouzh an tu all, re ar gevredigezh Evit Buhez ar C’hap, hag a venne brudañ dre ar stourm arguzennaoueg an ekologiezh politikel. Un dimeziñ iskis moarvat, hag en deus roet tro da Blougoñiz da brezeg un tamm mat muioc’h a-vras, ha d’an ekologourien da chom dalc’hmat tost d’an dachenn, tost da breder tud ar barrez.

Da c’hortoz dilennadeg Kambr ar Gannaded, a oa da vezañ e miz Meurzh 1978, e voe lakaet teuliad ar greizenn nukleel dindan ar golo-pod. En diskar-amzer 1978 e voe dibabet Plougoñ da vat evit sevel honnezh, gant ar C’huzul Rannvro (25 a viz Gwengolo) koulz ha Kuzul Meur Penn-ar-Bed (29 a viz Du). Daou bezh manifestadeg enep-nukleel a voe aozet neuze, unan e Brest (23 a viz Gwengolo, 10000 a dud), unan all e Kemper (18 a viz Du, 8000 a dud) met ne voe cheñchet netra evit afer-se. E miz Gwengolo e oa bet savet ur GFA (stroll font labour-douar) e Plougoñ, kement ha lakaat an diberc’hennañ douaroù da dapout dilañs. D’an 3 a viz Mezheven 1979 en em vodas 10000 a dud e Plougoñ evit mañsoniñ maen kentañ ur c’hraou-deñved mod all ha mod nevez e Feunteun-Aod. E-skeud-se e veze Jean Kergrist o foetañ bro-Vreizh evit c’hoari e furlukin, Ar C’hlown atomek, evit brudañ ar mennozhioù enep-nukleel (1000 abadenn).

Frailhet e voe an talbenn enep-nukleel avat. Disklêriañ a reas maer Plougoñ e miz Du 1979 e c’hallje degemer ar greizenn war e gumun a-benn ar fin. Ha reuz da heul e-touez an emsaverien, betek an diskoulm a zeuas pa voe dilennet Annie Carval, 36 vloaz anezhi ha gwreg ur martolod a genwerzh, evel prezidantez ar c’homite difenn. Gant ur plac’h e penn e teuas ul liv nevez ha modern d’ar stourm. D’an 23 a viz C’hwevrer 1980 avat e voe cheñchet tu gant kevredad Su Penn-ar-Bed ar PCF, ha kostezet gant difennourien an atom.

Dre berzh an enklask foran kaset en-dro e Plougoñ (31 a viz Genver – 14 a viz Meurzh 1980) e veze digarez d’an enebourien da sevel o mouezh ha da vezañ klevet er mediaoù. Taolioù kaer ha kreñv zo bet : stoc’het an hent (dre bemp kwech), deuet ur saver-deñved da ziwall e vandenn war douaroù Feunteun-Aod d’ober, lidet « oferenn pemp eur » bep abardaez. Roll merc’hed Plougoñ a zo bet a-bouez bras d’ar poent-se evit ma rafe berzh an emsavadeg. Gwragez martoloded a genwerzh ar braz anezho, ez int en em lakaet da vat e-barzh ar jeu, ken e oa un eston hag ur bam zoken evit an dud. Alies e veze o gwazed er maez, war vor, setu ma oa boaz ar merc’hed-se da gemer perzh e-barzh buhez sokial hag ekonomikel ar gumun, ken ma voe kavet poellek ganto kemer perzh er stourm ivez. Ameli Kerloc’h, ha hi ezel oberiant eus ar PCF ha kentañ eil-vaerez er c’huzul-kêr, a gave alies ar gerioù a zeree evit hentañ war an tu mat kounnar ar vanifesterien.

E Kemper e veze barnet ar vanifesterien a oa bet harzet gant ar jañdarmed-mobil, ar pezh a gase an traoù pelloc’h war dachenn ar justis, peadra da reiñ mouezh a-enep taerder ar polis. An heklev eus stourm Plougoñ ne rae ken met dassoniñ larkoc’h er feson-se, ha troiñ muioc’h-mui war-zu ur stourm liammet ouzh ar vreizhadelezh. Hervez enebourien ar greizenn ez eo Breizh hag ar Vretoned an hini eo a oa taget. D’ar 16 a viz Meurzh e teuas 50000 a dud da Veg ar Raz d’ar « fest » evit klozañ an enklask diwar-benn talvoudegezh ar greizenn.

545 - Un diskoulm politikel
Illustrer

En he barr e voe an emsavadeg d’ar 24 ha d’ar 25 a viz Mae 1980 pa voe lidet « Gouel ar Pantekost enep-nukleel » e Plougoñ. War-dro 100 000 a dud a zeuas d’ur pezh mell fest bras-spontus dirak Bae an Aon. Kement-mañ holl ne oa ket bet a-walc’h, koulskoude, evit lakaat difennourien an atom da ziskregiñ, ha gwaskañ a raent c’hoazh war ar gwiridig, dre brenañ douaroù e Feunteun-Aod. Dilennadeg prezidant ar Republik a oa da vezañ a-raok pell, sed e teuas a-benn enebourien ar greizenn da sachañ evezh François Mitterrand a oa war ar renk evit ar PS. D’an 9 a viz Ebrel 1981, e Brest, e tistagas Mitterrand frazenn gentañ e brezegenn dirak ur mor a dud : « N’emañ ket na ne vo ket Plougoñ war ma roll a greizennoù nukleel ».
D’an 10 a viz Mae 1981, pa voe dilennet François Mitterrand da brezidant ar Republik, e voe fin war ar memes tro d’ar raktres kreizenn nukleel e Plougoñ. D’ar 27 a viz Mae, goude kentañ Kuzul ar Vinistred, e embannas Loeiz ar Peñseg, o paouez dont da vezañ anvet ministr ar Mor, e oa dilezet an afer. D’an 28 a viz Mezheven 1981, gant « fest an trec’h » e Plougoñ, e voe lakaet un termen d’an emsavadeg enep-nukleel eno.


368 - Jean Kergrist, « Ar c’hlown atomek ». War ar c’hleuz e weler Felix ar Garreg, e gamera gantañ war e skoaz, o filmañ « Des pierres contre les fusils », 1980 - Dastumad Jean Kergrist



BIBLIOGRAPHIE

BORVON G., Plogoff, un combat pour demain, Éditions Cloître, Saint-Thonan, 2004.

CONAN R. et LAURENT A., Femmes de Plogoff, La Digitale, Quimperlé, 1981.

ITO R., Luttes antinucléaires en Bretagne, Thèse de 3e cycle en sociologie (sous la direction d’Alain Touraine), École des Hautes études en science sociale (EHESS), Paris, 1981.

KERNALEGENN T., Luttes écologistes dans le Finistère. Les chemins bretons de l’écologie (1967-1981), Yorann Embanner, Fouesnant, 2006.

PICHAVANT R., Les Pierres de la liberté, Éditions Morgane, Douarnenez, 1981.
Plogoff, la révolte, ouvrage collectif, Le Signor, Le Guilvinec, 1984.

SIMON G., Plogoff. L’apprentissage de la mobilisation antinucléaire, PUR, Rennes, 2010.
Touraine A., La Prophétie anti-nucléaire, Seuil, Paris, 1980.