Environnement de Developpement


Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre

202 - Poltred Émile Masson

br - Istor 

Attention : pas de lieux

Marielle ha Jean-Didier GIRAUD
Marielle ha Jean-Didier Giraud, istorourien anezho, a labour war al luskadoù sosial, re ar vicherourien ha re ar beoc’helourien e fin an XIXvet kantved. Savet eo bet ganto skridoù buhez Émile hag Elsie Masson, embannet o deus e-touez levrioù all « Émile Masson, professeur de liberté » en ti-embann Canope (1991), ha kenurzhiet aktoù ar c’hendiviz « Émile Masson, prophète et rebelle » embannet gant PUR, ti-embann Skol-Veur Roazhon (2005).



367 - Émile Masson - Wikimedia


E deroù miz Eost 1914 emañ Émile Masson, kelenner e Pondi, skrivagner, filozofour, prederour engouestlet abaoe an afer Dreyfus, da vat o skridaozañ 20vet niverenn Brug, ar gelaouenn dispac’hel e div yezh a embann war gaout peizanted Breizh.


543 - Un tammig buhezskrid
Illustrer

Gant ar brezel e rank Brug arsaviñ, kement a genskriverien ma zo bet kollet gant ar gelaouenn.

Émile Masson, treboulet ma’z eo gant al lazhadeg a vez bemdez, n’eo ket mui evit padout gant propaganda Unvaniezh sakr ar vrogarourien, o c’hervel dizehan d’ar gasoni ouzh an enebourien. Un den didaer eo, a-enep an arme, hag a nac’h betek ar soñj da zougen ur fuzuilh. Reformet eo bet tra-penn d’e yec’hed, hag e holl nerzh a vo lakaet gantañ e-barzh e eneberezh ouzh ar brezel.

Peoc’helourien n’eus ken met un dornad anezho. Tamallet e vez dezho lakaat an dud da « fallgaloniñ », graet e vez anezho treitourien digalon o traisañ ar vammvro, eveshaet e vezont, ha kondaonet a-wezhioù goude ma vije bet prosezet enep dezho.

Daoust d’ar strizh ma’z eo ar c’hontrollerezh a ren er vro, e vez Émile Masson, hag eñ digenvez e Pondi, o skrivañ-diskrivañ gant Romain Rolland hag ar ral a dud a sav enep ar brezel. Gant e wreg, Elsie Masson, e kemer perzh en holl gelaouennoùigoù evit ar peoc’h hag a gred mont a-benn d’ar flastridigezh. « Milliget ra vo ar brezel ! » eo gerioù klozañ e C’halv d’ar Peoc’h, skignet dindan guzh e miz Genver 1916.

En e destennoù skrivet e-pad ar brezel e c’halv ar wazed da vont da objektourien a goustiañs, ha tud Europa d’en em akordiñ en-dro. Feal ma chome d’e stourm evit deskadurezh ar bobl, sed ar pezh a zisklêrie Émile Masson : « Diaesoc’h eo desevel un den eget lazhañ dek ». Skrivet en deus un utopienn en inizi eürus ar mor Habask, ul levr ma ’n deus ijinet ur gevredigezh divrezel hiviziken, a-drugarez d’an deskadurezh roet d’ar vugale ha d’an didaerded.