Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
199 - An disparti etre an Ilizoù hag ar Stad, gwelet eus Breizh
br - 1905 - Istor Attention : pas de lieux
Yvon TRANVOUEZ
Arbennigour war istor ar relijion, kelenner a-enor war an Istor a-vremañ e skol-veur al Lizhiri hag ar Skiantoù an Den e skol-veur Breizh Izel (UBO Brest), enklasker e Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC, skipailh Degemer Nnn 4451), hag ezel Kevredigezh bro-Frañs an istor relijiel a-vremañ (AFHRC).

363 - Iñvantor e Gourin e miz Meurzh 1906 - Cartolis
Ar bec’h savet etre an Iliz katolik hag ar Republik laik, e deroù an Xxvet kantved, a voe en e uhelañ da geñver lezenn an disparti etre an Ilizoù hag ar Stad e 1905. Estreget al lezenn a oa e kaoz avat, hag e Breizh muioc’h eget e lec’h all e voe bras ar bec’h hag e troas da fall.
Sous-dossiers
532 - Manifestategoù an iñvantorioù
Illustrer
Dindan ar ger Disparti, ennañ ur mell meskailhez eñvorioù e Breizh, ez eus meur a dra hag a ranker digemmañ a-benn kompren penaos e oant en em gavet bern-ouzh-bern betek dont da vezañ ur sistem. Diouzh an termen-se en e strishañ ster ez eus anv eus lezenn an Disparti etre an Ilizoù hag ar Stad. D’an 9 a viz Kerzu 1905, gant ar ministr Rouvier, e voe torret ar c’honkordad a rene abaoe 1801, hag a lakae ar relijionoù anavezet gant ar Stad da vezañ arc’hantaouet ha reoliet ganti war un dro. Kadarniñ a rae al lezenn nevez frankiz an holl war o c’houstiañs. Gwenneg ebet ken evit ar c’hult avat, ar pezh a c’helle bezañ gwelet gant ar gatoliked evel ur preizhadur ouzhpenn, da c’houde an hini bet gouzañvet e 1789 pa oa bet broadelet madoù ar veleien. Iñvantorioù madoù an Iliz, a oa ret ober a-raok ma vije deroet ar re-se d’ar c’hevredigezhioù relijiel rakwelet gant al lezenn, a sankas donoc’h c’hoazh e kalon ar Vretoned ar santimant da vezañ preizhet. Diwar ar mod ma voent kaset da benn e savas seul vuioc’h a drubuilh ma oa bet broudet tud ar velestradurezh, dre berzh ur c’helc’hlizher deuet fall, da zigeriñ betek an tabernakloù, ar pezh a oa tonket da vezañ gwelet evel disakriñ. War ar gartenn treset gant Jean-Marie Mayeur e weler splann pegen niverus e oa bet ar c’hrogadoù da heul an iñvantorioù e Breizh.

359 - Manifestadegoù an iñvantorioù - BCD
533 - Meur a du d’ar bec’h
Illustrer
Dibar hor bro en dalc’h-se eta. N’eo ket hepken abalamour d’ar c’hrog a oa gant ar relijion gatolik war ar gevredigezh, en ur vro - war ar maez da vihanañ - ma ne veze morse nebeutoc’h eget 60% eus ar boblañs en oferenn-sul d’ar c’houlz-se, kentoc’h en tu-hont da 90 % an aliesañ. Un abeg all a oa c’hoazh : div afer hag a chome war-lerc’h ar politikerezh kaset nepell a-raok gant ar ministr Combes. Hennezh, prezidant ar C’huzul, dibleg e spered laik, en doa divizet da gentañ e 1902 lakaat da dalvezout en ur mod serr ha strizh ur mellad eus lezenn 1901 war ar c’hevredigezhioù. Diforc’het gantañ ar c’henvreuriezhoù diouzh ar gwir boutin peogwir e rankent goulenn un aotre ispisial, ha serret kerkent an tiez-skol diaotre a oa e dalc’h ar c’henvreuriezhoù aotreet. E-maez lezenn e-giz ma oant, toleret abaoe pell avat, kalz leanezed o talc’hen tiez-skol pe louzaouiñ a oa bet argaset e-kerzh an hañv. Klask harzañ ouzh kement-mañ a oa bet graet koulskoude, ken e oa bet ranket kas paotred an urzh a-enep an dud a nac’he laosker ar seurezed da vont, e Sant-Neven pe e Plouzeniel e Bro-Leon da skouer. Ne oa ket aet an traoù war wellaat un nebeud sizhunioù goude, pa oa bet kaset ur c’helc’hlizher gant ar ministr o klask abeg er veleien a rae o frezeg pe ar c’hatekiz e brezhoneg, war zigarez ne oa da baeañ diwar ar budjed nemet « servijoù graet en hor yezh vroadel ». En eskopti Kemper, etre 1902 ha 1904, e oa 110 a veleien a oa en em gavet dic’hopr e-giz-se.
534 - « Hor skolioù, hor seurezed, hor yezh, ha bremañ hon ilizoù… »
Illustrer
Aes eo intent penaos e oa bet gwelet an Disparti gant katoliked ar vro, n’eo ket evel ar pezh a oa ent-strizh, kentoc’h evel ur gammed ouzhpenn, ur gammed a re, etrezek ur politikerezh enep-kloer n’hallent ket mui padout outañ. Dezho e oa lezenn 1905 ur skrid jakobin a wallziforc’h, padal e oa ul lezenn republikan ha frankizour evit ar re o doa lusket anezhi. Kemm etre div gostezenn eta, arabat mont re bell ganti koulskoude. Politikerezh ar gouarnamant a veze skoazellet ha harpet gant lod e Breizh, er c’hêrioù, ha betek war ar maez e kornioù zo, krog endeo da zistagañ diouzh ar relijion, ma teue war wel ur feiz katolik « glas » gant tud feal d’an oferenn ha d’ar sakramantoù, republikaned avat, ribours ouzh emell ar veleien e-mesk ar politikerezh. Disrann a oa ivez e-touez ar gloerelourien, ar « Re Wenn », evit fed ar strategiezh da gas : lod, o hiraezhiñ d’ar Roue alies, a oa douget da enebiñ ouzh ar Republik tal-ouzh-tal ; lod all a oa ali da vont e-barzh jeu an ensavadurioù republikan evit klask seveniñ un demokratelezh kristen dre ar votadegoù.
Bezet a vezo, istor an Disparti, gant ar ster ledan a zo bet displeget amañ, en deus maget memor hir katoliked ar vro, en ur demzañ c’hwervoni ha droukrañs tud Breizh-Izel gant ul lodig a relijion. Kement ha kennerzhiñ ar re a save enep an iñvantorioù an hini e voe savet gant an abad Louis Abjean, e 1906, ar c’hantik holl vrudet Da feiz hon tadoù kozh, a reas berzh evel a ouzer.

360 - Iñvantor e Gourin e miz Meurzh 1906 - Cartolis

361 - Leanezed kaset kuit eus kenvreuriezh Kalonoù Sakr Jezuz ha Maria : mont a ra al leanezed kuit en harlu (44Fi26 ; Sant-Ke-Pontrev ; 1908) - AD22

362 - Leanezed kaset kuit eus kenvreuriezh Kalonoù Sakr Jezuz ha Maria : manifestadeg (44Fi27 ; Sant-Ke-Pontrev ; 1908) - AD22
BIBLIOGRAPHIE
Balcou Jean, Provost Georges et Tranvouez Yvon, (dir.), Les Bretons et la Séparation, 1795-2005, Rennes, PUR, 2006.
Ford Caroline, Creating the Nation in Provincial France: Religion and Political Identity in Brittany, Princeton, Princeton University Press, 1993.
Poulat Émile, (dir.), La Séparation et les Églises de l’Ouest, Paris, L’Harmattan, 2006.