Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
196 - An harzou etre ar brezoneg hag ar gallaoueg
br - Yezhoù Attention : pas de lieux
Fañch BROUDIC
Kazetenner eo Fañch Broudic, ha doktor war al lizhiri en deus gouestlet e dezenn war implij ar Brezhoneg eus mare ar Renad kozh betek an deiz a-hiriv. Enklasker keñvered e Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek en UBO e Brest.

351 - Kartenn d'Argentré. El leor « L'histoire de Bretaigne » a vez embannet gand Bertrand d'Argentré e 1588 ez eus eur gartenn deuz Breiz m'eo bet treset bevenn ar yezou warni evid ar wech kenta toud. Med diresiz a-walh eo al linenn.
- CRBC, Brest.
Eur vro ma komzer meur a yez eo Breiz. En tu-hont d'ar galleg ha d'eun toullad yezou all, e komzer amañ brezoneg ha gallaoueg. Er hornog, eo Breiz-Izel an takad ma komzer brezoneg a-viskoaz, pa gomzer gallaoueg er reter, e Breiz-Uhel. Harzou a oa o tispartia an diou yez, nemed n'int biskoaz bet stabil. Goud a ouie mad an dud koulskoude beteg peleh dre just e veze komzet an eil hag eben, med en deiz a hirio n'eo ket ken frêz ar vevenn pe al limit (evel a vez laret ive).
519 - Harzou trompluz
Illustrer
N'he-deus biskoaz bet ehanet ar vevenn da gila war-zu ar hornog. Beteg kreiz an XXved kantved avad, eo bet skoet ar re o-deus bet taolet pled deuz ze o weled pegen frêz e oa an disparti etre an diou yez : « Pe e ouier brezoneg pe ne reer ket », eme eur beajer e 1828.
Komz a ra an istorour Pitre-Chevalier e 1845 deuz « moger Chin ar yez vrezoneg ». Eur hant vloaz bennag war e lerh, e 1947, an douaroniour Marcel Gautier a gav dezañ bepred n'eo ket tammig ha tammig e tremener deuz eun eil tu d'egile : « Eur waz-dour, eun tamm hent bennag, tra-walh eo se a-wechou da verka an disparti a zo etre daou di-feurm a zo brezonegerien o chom en unan anezo, pa ne gomzer nemed galleg en egile, en tu all ».

347 - Kartenn euz ar XVIIved kantved, e liou. War-lerh d'Argentré, e kaver bevenn ar yezou war c'hwezeg kartenn all, e-touez an oll re a zo bet moullet beteg 1795, homañ deuz ar XVIIved kantved o veza unan anezo. - CRBC, Brest.
520 - An enklask kenta
Illustrer
Charles Coquebert de Monbret eo an den eo bet renet gantañ ar henta gwir enklask, hag en eun doare ofisiel-kenañ, a zo bet kaset da benn war ar sujed-se en amzer Napoleon kenta, e 1806. En hanternoz ar vro, ema neuze an harzou etre an diou yez e Plouha. En traoñ, e komzer brezoneg e kêriadennou Baz Gwennrann hag e Pennestin, en tu kleiz d'ar stêr Wilen, hag e reer ive e Kistreberz en tu dehou. Galleg a gomzer e Loudieg hag er Roh-Bernez.
521 - Al linenn Sébillot
Illustrer
Adaleg ma vez kaoz deuz an harzou etre brezoneg ha gallaoueg eo d'al linenn a zo bet treset e 1886 gand Paul Sébillot eur kustum d'ober dave. N'eo ket bet eñ war an dachenn koulskoude evid ober an disterra enklask : titourou e-neus dastumet dre lizer digand eun deg bennag a dud. En eur pennad a c'hweh pajennad gand peder gartenn, e tiskouez peleh resiz ema an harzou etre an diou yez, parrez ha parrez, ha zoken kêriadenn ha kêriadenn.
E kêr Blouha, emezañ, e komzer brezoneg, ha galleg aliez a-walh. Er vro vrezoneg ema Korle, ha Mur kaji toud. Er vro halleg ema Geltaz, pa gomzer brezoneg e Noal-Pondi. Ar barrez ziweza ma komzer brezoneg eo Bilier en tu dehou d'ar stêr Wilen. En tu kleiz, e klever brezoneg atao e seiz kêriadenn euz ledenez Vaz.

348 - Poltred Paul Sébillot. Ganet e Matignon e 1843, marvet e Paris e 1918, e oa Paul Sebillot unan euz brudeta folklorourien e bro-Frañs. Euz ar henta eo e zastumadenn e Breiz Uhel, ouzpenn m'eo a-bouez braz ha founnuz-tre. Ur perz eus ar henta en do war an dachenn broadel hag etrevroadel. Azalek 1881 e oa bed saved gantan un dastumad vraz a lennegez dre gomz, ha krouet eo bet gantan Kevredigez ar Giziou Pobl er bloaz 1886. E-pad tregont vloaz e vo ivez e penn ar gelaouenn a zoug an ano-ze. Potr e roudadoù mignoned, republikan penn-kil-ha-troad, livour maezadoù e oa kkoulskoude e penn-kenta e vuhez micherel. - Diell CRBC, Brest.

349 - Kartenn Sébillot : diwar ar pennad embannet gantañ e 1886. An harzou etre ar vro vrezoneg hag an hini halleg : al linenn en he fez, parrez ha parrez, evel m'eo bet treset gand Paul Sébillot e 1886 er gelaouenn « Revue d'Ethnographie ». - Document CRBC, Brest.
522 - Daou zoare disheñvel
Illustrer
Ar yezoniour Albert Dauzat ne gred ket dezañ, e 1925, « n'he-dije ket fiñvet » ar vevenn etre an diou yez, sed e teu d'ober eun enklask war blas, e Breiz. Ar choaz a ra eo poueza war toud ar pez a zo bet gonezet gand ar galleg. Anzao a ra koulskoude « n'eo ket bet kemmet bevenn 1886 pe nemeur, ma laosker gand ar brezoneg an oll barreziou ma vez komzet c'hoaz ». En desped da ze, eo kaji sur e vo dilezet « prest a-walh » e Plouha koulz hag e ledenez Ruiz.
Adaleg ma lenn pennadou A. Dauzat, Roparz Hemon a fell dezañ respont anezañ. Setu rener ar gelaouenn Gwalarn, hag a zo bet nevez savet gantañ, o kregi e 1928 gand an enklask kenta a vez bet greet biskoaz en oll barreziou Breiz-Izel da houd ha komz a reer brezoneg eno. Cheñchamant a zo e-keñver 1886 : evid ar zarmoniou e ra bremañ gand ar galleg an oll gêriou penn-kanton a zo war harzou ar yez : Plouha, Lañlon, Korle, Mur. Ar galleg a ra gantañ ive ar re a ree a-raog gand an diou yez. N'eus ken nemed ar parreziou diwar ar mêz (Bignan, Sant-Yann-Brevele…) hag o-deus dalhet d'ar zarmoniou brezoneg.
523 - Eun enklask heb e bar
Illustrer
Eul labour a-feson ha resiz eo an hini a embann R. Panier e 1942, en eur heulia al linenn a oa bet treset gand Sébillot kêriadenn ha kêriadenn e peb komun. Bet ema bet eñ e-unan oh enklask war an dachenn hed-ha-hed ar vevenn, ha « n'eus nemed ar hêriadennou ma zo daou pe dri rummad-tud boaz da gomz brezoneg, emezañ, a heller konta da veza ar re bella er vro vrezoneg ».
E Plouha, an dud deuet n'ouzont ket a vrezoneg ken, hervezañ, ha n'eus nemed eun toullad reou goz oh ober gantañ bepred. E Geltaz, eo bet gonezet ar hêriadennou d'ar galleg, ha n'eo ket gallaoueg a gomz ar re a zo eno o chom, med eur seurt galleg-rannvro. E Bourh-Kintin, « ne oar ket ar vugale brezoneg er famillou ma zo bet Galloed o timezi gand Bretoned, med deski anezañ a reont er skol gand o hamaraded ». E Mur ne glever ket ken a vrezoneg e kêr pe nemeur, ha marhata e galleg a reer er marhad.
Konta a ra R. Panier e-neus ar brezoneg « kollet eun tamm mad a dachenn » abaoe 1886 e traoñ ar Morbihan, en arvor muioh c'hoaz evid en douarou. E Noal-Muzilleg, eo bet kilet ar vevenn deuz seiz kilometrad war-zu ar hornog. Ne gomzer ken nemed galleg e Bilier. E ledenez Ruiz, ar re yaouank n'ouzont ket a vrezoneg ken, med komz anezañ a ra an darnvuia deuz an dud.
524 - O klask an harzou atao
Illustrer
E fin an XXved kantved, ez eus bet klaskerien all o kerzed a-hed an harzou, a-benn gouzoud dre just dre beleh e tremene bevenn ar yezou. Bale he-deus greet an Amerikanez Lenora A. Timm e 1976 war roudou he diagenterien, ha chomet eo a-zao e kement bourhadenn hag e kement kêriadenn meneget gand Sébillot. Eur gwel he-deus greet evel-se da 40 komun en tu kornog d'ar vevenn ha d'eun toullad reou all en tu reter.
Hervezi, n'eus ken nemed diou – Kergrist ha Noal-Pondi – a heller konta da veza bepred parreziou a vez komzet brezoneg enno. 28 all ne gomzont brezoneg nemed « eun disterra ». Deg all, er fin, eo bet kollet o brezoneg ganto « da vad », e ledenez Ruiz, e Gwened ive koulz ha tro-dro kêr.
525 - Daoust hag-eñ ez eus deuz ar vevenn hirio ?
Illustrer
Hervez L. A. Timm, eo « touelluz a-walh » komz deuz bevenn ar brezoneg a-benn bremañ. A-du eo Thomas Buckley, hag e-neus greet eun enklask trowardroiou Plouha, da lared n'eus ket deuz outi kaji tamm ebed ken, med eur vevenn wirion eo bepred, zoken e sperejou ar re ne oaront tamm brezoneg ebed. Hervezañ, int gouest da lared heb chom da dortal : « Amañ eo brezoneg. Du-hont, kant metr pelloh eo trefoedaj ».
Daoust hag-eñ e heller ober dave bepred d'al linenn Sébillot ? Ouspenn kant vloaz 'zo eo bet treset : a-raog 1886 n'he-doa biskoaz bet paouezet bevenn ar yezou da astenn war-zu ar hornog ha n'he-deus biskoaz bet paouezet d'ober abaoe, ken eo deuet da veza eun espez tamm bevenn dister. Komz deuz ar vevenn a heller ober bepred koulskoude, dre m'ema al linenn Sébillot hanter-hent etre ar re gosa hag ar re nevesa deuz an enklaskou a zo bet greet diwar he fenn.

350 - Harzou ar brezoneg hag ar rannyezou, dastumet an eil re hag ar re all war ar memez kartenn. - Diwar « Atlas d'histoire de Bretagne » (emb. Skol Vreizh).
BIBLIOGRAPHIE
BROUDIC Fañch, À la recherche de la frontière. La limite linguistique entre Haute et Basse-Bretagne aux XIXe et XXe siècles, Brest, Emgleo Breiz, 1995.
BUCKLEY Thomas, « La frontière linguistique breton-gallo dans les environs de Plouha », La Bretagne linguistique, vol. 3, 1987, p. 169-175.
BURON Gildas, « Bevenn ar brezhoneg », Hor yezh, n° 148-149, Genver 1983, p. 71-74.
DAUZAT Albert, « La pénétration du français en Bretagne du XVIIIe siècle à nos jours », Revue de philologie romane, tome XLI, 1929, p. 1-55.
FALC’HUN François, Histoire de la langue bretonne d’après la géographie linguistique, Paris, PUF, 1963.
JONES Ieuan E., « Upper and Lower Brittany as shown on early maps » dans Campagnes et littoraux d'Europe.
Mélanges offerts à Pierre Flatrès, Lille : Sté de Géographie de Lille, 1988, p. 61-66.
LE MOING Jean-Yves, Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne, Spézet, Coop Breizh, 1990.
LOTH Joseph, L’émigration bretonne en Armorique du Ve au VIIe siècle de notre ère, Genève, Slatkine, 1980 [1883].
PANIER R., « Les limites actuelles de la langue bretonne : leur évolution depuis 1886 », Le francais moderne, vol. X, 1942, p. 97-115.
SEBILLOT Paul, « La langue bretonne. Limites et statistique », Revue d'ethnographie, tome V, n° 2, janvier 1886, 29 p.
TANGUY Bernard, « Toponymie et peuplement en Bretagne. Le recul de la frontière linguistique du Ve au XVIe siècle », dans Mulon M. et Chaurand J. (éd.), Colloque Archéologie-Toponymie, Paris, Sté Française d'Onomastique, 1981, p. 130-175.
TIMM Lenora A., « The shifting linguistic frontier in Brittany », dans Agard Frederik B. (éd.) Essays in honor of Charles F. Hockett, Leiden, Brill, 1983, p. 443-457.
VOIR AUSSI