Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
192 - Feur-emglev gwenrann
br - Istor Attention : pas de lieux
Laurence MOAL
Agregadez en istor-geografiezh eo Laurence Moal doktorez war istor ar grenn-amzer, ezelez kevredet ar CRBC hag ar CERHIO. Embannet eo bet ganti : Auray, 1364. Un combat pour la Bretagne (2012) hag L’Étranger en Bretagne au Moyen Âge (2008) e ti-embann PUR (Presses universitaires de Rennes).
Attention : pas d'illustration principale
Goude Emgann an Alre eo en em gavet kannadourien roueel e Breizh evit marc'hata ar peoc'h.
497 -
Illustrer
Klask a reer kavout un emglev a zoujfe koulz ouzh gwirioù Moñforzh hag ouzh re Janed Pentevr. Kas a ra ar c'hendivizoù da sinadur feur-emglev Gwenrann d'an 12 a viz Ebrel 1365, kadarnaet gant roue bro-C'hall Charlez V e 1365. Anavezet eo Yann Moñforzh da zug nemetañ. Doujañ a reer ouzh gwirioù ar re bet trec'het, ha gwarantet eo un diskounadur d'an holl. Dre skrid e lakaer reolenn an hêrezh :
Mont a raio an dugelezh d'an hêr par e lignez ar re Voñforzh.
Ma ne vefe hêr par ebet ez afe an dugelezh etre daouarn mab henañ ar skourr all (Bloaz-Pentevr).
Kenkaz ne vefe hêr par ebet e vefe digor an hêrezh d'ar merc'hed.
Mont a raio Yann Moñforzh da Bariz e penn-kentañ diskar-amzer ar bloaz 1366., evit dougen gwazoniezh d'ar roue. Dougen a ra gwazoniezh lij evit an douaroù dalc'het e bro-C'hall, met gwazoniezh simpl evit an dugelezh, gant gerioù dispis ha forc'hellek. Ha pep hini eus e warlerc'hidi a zalc'ho d'ar bommoù-se, a ziskouez ar strivoù a reont evit tremen e-biou da souverenidigezh ar roue.
BIBLIOGRAPHIE
Cassard Jean-Christophe, « Les traités de Guérande, actes fondateurs du duché », Bulletin de l'Association Bretonne, tome CXIII, 2004, p. 149-165.
Le Page Dominique et Nassiet Michel, L’Union de la Bretagne à la France, Morlaix, Skol Vreizh, 2003.