Environnement de Developpement


Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre

152 - Drouized an henamzer

br - -1500 - Istor Tudoniezh  - Paimpont
Philippe LANOË
Istorour, aotreeg war ar brezhoneg, karget da skignañ danvez sevenadurel Breizh gant BCD/Sevenadurioù.



248 - Un delwenn bet kizellet 2500 bloaz zo, anezhi ur skeudenn eus priñs kelt Glauberg (Alamagn), bet beziet dindan ur grugell - BCD


Ne anavezomp drouized an henamzer nemet dre destennoù skrivet gant oberourien latin hag a oa enep dezho, dre skridoù iwerzhonek eus ar Grenn-Amzer, gwall ziwezhat eta, ha dre un toullad furchadegoù graet gant arkeologourien nevez zo. Kalz goulennoù a sav c’hoazh, ha kemend-all a wall zisplegadennoù o tispakañ da heul.

Sous-dossiers

383 - Etimologiezh
Illustrer

En amziviz emeur c’hoazh e-keñver ar ger « drouiz ». En e stumm latin druidae (Cicero) ez eo deuet betek ennomp, en e stummoù kembraek derwydd hag iwerzhoneg druid ivez.

Savet eo an arbennigourien a-du evit a sell en eil termen, pa welont ennañ ar gerdarzh *wid, « gouzout, gwelet » a dalv kement ha « koad » ivez, padal n’emaint ket holl a-unan diwar-benn an termen kentañ : rakger kreñvaat indo-europeanek *dru, « kalet, kreñv », alese ar ster anavezetañ « gouiziek bras », pe kentoc’h *der-w/dr-ew, « start, solut ».


246 - Daou zrouiz war izelvos Autun - Wikimedia


384 - Orin
Illustrer

Hervez lod, diwar skridoù Julius Caesar : « da grediñ zo e oa bet ganet o c’helennadurezh e Breizh [-Veur], ha degaset eus an enez-se betek Galia… », e vefe an drouizelezh rak-keltiek a orin, endra ma n’eus bet a desteni eus drouized nemet e Galia, hervez lod all (Jean-Louis Brunaux). Tostaat a c’heller drouizelezh ha bramanouriezh avat (gwelet ivez ar flamines e Roma). A orin indo-europat e vefe an drouizelezh eta, ar pezh ne vir ket o dije gallet an drouized amprestiñ amañ ’giz-mañ, kenkoulz all, tra pe dra eus sevenadur ar mor Atlantel.

385 - Statud
Illustrer

Stag e oa kefridi an drouized ouzh souvereniezh an hud hag ar gwir, an hini pennañ eus an teir c’hefridi a oa er gevredigezh indo-europat (an div all o vezañ kefridi ar brezel hag hini ar produiñ).

Ur gwir renkad a vicher a oa anezho, diskarget ma oant diouzh redi an amzer soudard ha diouzh kement karg all.

En em vodañ a rae an drouized ur wezh bep bloaz e koad ar Garnuted, dilennet ganto an hini a oa da vezañ en o fenn, ha dindan aotrouniezh hennezh e raent war-dro an dalc’hoù a-bouez ha plaenaat kement rendael a vije save etre o fobloù.

Merc’hed ivez a c’helle dont da vezañ drouizezed, evel ar Gallisenae en Enez-Sun.


247 - An drouiz Divikiakos - Engravadur eus deroù an XXvet kantvet Divikiakos, an drouiz nemetañ a anavezomp e anv, gras da Julius Kaezar, dirak ar senad roman. Dre an armoù a zo gantañ e weler e oa ur penn bras koulz war tachenn ar politikerezh ha war hini ar relijion. - Ceux de Gargan


386 - Kefridioù
Illustrer

Ouzhpenn evit beleien e oa an drouized, meur ha meur a gefridi a oa dezho :

Pennoù bras ar politikerezh : drouized ha pennoù politikerezh war un dro a oa eus lod anezho.
Beleien : dezho e oa da gas al liderezh en-dro (divinout ha diouganañ a veze graet ganto, aberzhiñ ivez, marteze aberzhiñ tud zoken).
Barnerien : hanterourien etre an dud e oant ivez, evel gwir barnerien.
Kelennerien : ugent vloaz pad e veze an danvez-drouized o teskiñ, dre gomz nemetken, rak difennet e oa gant o relijion fiziañ o c’hentelioù er skrid. Un deskadurezh diazez a veze roet gant an drouized da vugale ar vrientinien.
Gouizieien : lakaat a raent ar brasañ pouez war studi ar steredoniezh, n’halled ket dispartiañ diouzh ar relijion, ar matematikoù hag al louzawouriezh.
Philosophes : krediñ a raent n’eo ket mervel da vat a rae an eneoù, met tremen eus ur c’horf d’unan all goude o marv.
Mezeien-pareourien : d’ar mare-se e oa ar medisinerezh ur meskaj a ouiziegezh diwar-benn ar plant, al louzeier, hag a lidoù hud. Kutuilhañ an uhelvarr e oa an hini brudetañ eus ar re-se.



387 - Emdroet hag aet da get
Illustrer

Heskinet e oa bet drouized Galia, ha neuze re Breizh[-Veur], gant ar galloud roman, n’eo ket abalamour dezho da vezañ pennoù a relijion, kentoc’h pennoù a bolitikerezh avat, daoust ma oa bet kollet ganto endeo darn eus o levezon war o c’hevredigezh d’ar mare ma teuas ar Romaned da aloubiñ o bro.

Bev eo chomet an drouizelezh en Iwerzhon peogwir e oa manet ar vro-se er-maez eus an Impalaerezh roman betek ma voe peurgristenaet e deroù ar Grennamzer.


BIBLIOGRAPHIE

BRUNAUX Jean-Louis, Les druides, des philosophes chez les barbares, Paris, Seuil, 2006

GREEN Miranda, Les Druides, Paris, Éditions Errance, traduction Claire Sorel, 2000

LEROUX Françoise et GUYONVARC’H Christian-J., Les druides, Rennes, Éditions Ouest-France, Coll. « De mémoire d’homme : l’histoire », 1986