Environnement de Developpement


Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre

150 - Jean-Louis Rolland (1904-1985)

br - Glad dre gomz 

Attention : pas de lieux

Fañch POSTIC
Ijinour eo er CNRS, kas a ra kentelioù e Skol-Veur Breizh-Izel, hag emañ e karg eus Kreizenn enklask ha dielloù al lennegezh dre gomz, un astenn da gKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, staliet e-barzh maner Kernod e Mellag war domani departamant Penn-ar-Bed. Meur a bennad ha meur a levr zo bet skrivet gantañ diwar-benn an dastumadegoù hag an dastumerien e Breizh. Abaoe 1997 e labour a-zevri war-dro embann ar c’hontadennoù hag ar mojennoù bet tolpet gant an abad Frañsez-Mari Kadig.

Attention : pas d'illustration principale



E Trebrivan e oa bet ganet e 1904 Jean-Louis Rolland, mab d’ur miliner. Digant e amezeg, ar gwiader Iwan ar Floc’h, en doa desket e-tro 1919 ur c’hant kontadenn bennak, marvailhoù meur ar braz anezho, ha krog e voe da gontañ anezho e-unan goude marv hennezh e 1925.


381 -
Illustrer

Ar pezh a reas betek 1937, pa ’z eas kuit eus Trebrivan evit mont da Vael-Karaez. Da c’houde ez eas da Gergrist-Moeloù da chom, a-raok mont da ospital ar re gozh e Karaez e 1977. A-benn neuze n’en deveze ket tro da gontañ ken, kent ma teuas d’e welet, evit e atersiñ hag enrollañ e vouezh, ur maread a dud bet sachet o evezh gant an teñzor marvailhoù a ouie kontañ : Jean-Claude Léon, Jeff Philippe, Albert Trévidic, Yann-Ber Duval, Mikael Madeg, Goulc’hen Kervella, Donatien Laurent, ha reoù all c’hoazh. Ha pep hini da vroudañ anezhañ da gaout soñj en-dro eus e gontadennoù. Adkavout a reas lod anezho, ha dre ma oa deuet meiz dezhañ eus o zalvoudegezh en em lakaas d’o c’houchañ dre skrid war kaieroù brezhonek ha gallek, ha d’o bizskrivañ zoken ! Souezhus penaos en doa reizhet e spered evit o eñvoriñ, ha prizius e desteni diwar-bouez arz dre gomz ar c’honter. Ideet e oa bet gantañ zoken un orin d’ar c’hontadennoù, hag iskis e oa penaos e tenne homañ da hini ar Mil nozvezh hag unan. Marvet eo e 1985, ha chomet ez eus war e lerc’h ul lod mat a istorioù enrollet dre gomz, dornskrivet pe bizskrivet, bet roet gantañ d’ar re a zeue d’e welet, hag ivez kontadennoù bet embannet war kelaouennoù liesseurt.


243 - Jean-Louis Rolland (1904 - 1986) en doa desket etre 1919 ha 1925 un tri-ugent kontadenn bennak digant Iwan ar Floc’h, un amezeg dezhañ hag a oa gwiader. - Poltred gant P – E Raviart.



BIBLIOGRAPHIE

Kazetenn Evid ar Brezhoneg, 1979, nnnoù 134-138.

TREVIDIC Albert, Hor Yezh nnn 156-157, 1984 ha Brud Nevez nnn 83.

MADEG Mikael, Margodig an dour Yen, Emgleo-Breiz/Ar Helenner 1984, adkemeret e Komz II, Dastum, 1985, gant ur c’hasedig.

Gwelet Donatien Laurent :
- « Jean-Louis ar Rollen (1904-1985) », ArMen nnn 1, p48-59 ;
- « The mnemonic process of a storyteller, Scandinavian Yearbook of Folklore, Uppsala, 1981, p111-115,
- « Un conteur de Haute-Cornouaille et son système de mémorisation des contes merveilleux », Le conte : tradition orale et identité culturelle, Lyon, 1986, p.267-274.

LABRIE Vivian, « Un siècle ou la suite du monde », Bretagnes. Du cœur aux lèvres, Roazhon, PUR, p.389-399.

Kontet e voe « Zozebig ha Merlin » e galleg gant Jean-Louis Rolland e-barzh ur rummad abadennoù gant Mikeal Treger war France Culture, eus ar 25 d’an 29 a viz Eost 1980.

Enrolladennoù eus mouezh Jean-Louis Rolland gant Joël Monfort, Mikael Madeg, Goulc’hen Kervella, Albert Trévidic a c’heller selaou diwar diaz roadennoù Dastum. Emañ an enrolladennoù graet gant Donatien Laurent e-kreiz bezañ renket (raktres gant Rannvro Breizh, KEBK, Dastum) ha dizale e c’hellor selaou anezho ivez.