Environnement de Developpement


Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre

148 - Kontadenn ha mojenn : pegen disheñvel ?

br - Glad dre gomz 

Attention : pas de lieux

Fañch POSTIC
Ijinour eo er CNRS, kas a ra kentelioù e Skol-Veur Breizh-Izel, hag emañ e karg eus Kreizenn enklask ha dielloù al lennegezh dre gomz, un astenn da gKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, staliet e-barzh maner Kernod e Mellag war domani departamant Penn-ar-Bed. Meur a bennad ha meur a levr zo bet skrivet gantañ diwar-benn an dastumadegoù hag an dastumerien e Breizh. Abaoe 1997 e labour a-zevri war-dro embann ar c’hontadennoù hag ar mojennoù bet tolpet gant an abad Frañsez-Mari Kadig.

Attention : pas d'illustration principale



Pa vez anv eus kontadennoù e vez gwelet sklaer a-walc’h eus petra zo kaoz, diouzhtu e teu da soñj d’an dud eus marvailhoù gant boudiged, evel re Grimm pe re Perrault…


378 -
Illustrer

Kerkent emañ ar selaouerien e-barzh ur bed a faltazi, lakaet war wel alies gant an implij a vez graet eus geriennoù digeriñ ha klozañ. Skoueriet boutin an tudennoù (Luduennig, Kroc’henig pe Kroc’hen Azen…), diresis al lec’hioù hag an amzer. Gant kement tra, pa vo lavaret, e vez pellaet ar selaouerien eus ar bed gwir, seul welloc’h a se evit degas dezho, dindan ur golo a vurzhudoù hag arouezioù, a bep seurt mennozhioù, kredennoù, pe gouiziegezh ha n’hallfent ket bezañ dispaket en digor. Perzhioù reizhiñ ha deskoni ar c’hontadennoù zo bet diskouezet splann gant ar bredelfennerien. Abred-tre o deus bet taolet pled ouzh ar c’hontadennoù, ha dreist-holl ez eo diwar embannadenn The Uses of Enchantment gant Bruno Bettelheim e 1975 - troet e galleg La Psychanalyse des contes de fées e 1976 – e voe kaset da benn studiadennoù niverus diwar-benn perzhioù deskoni ar c’hontadennoù (seksualegezh hag all).


236 - Muioc’h-mui a oberennoù zo bet embannet abaoe un nebeud bloazioù, enno un alberz eus ar c’hontadennoù hag ar mojennoù bet dastumet. - Dastumadeg prevez.


379 -
Illustrer

Pa vez anv eus mojennoù avat, ne vez ket gwelet hanter ken sklaer eus petra zo kaoz. Un tamm mesk ha mell ar pezh a vez anvet dindan an termen-se. A-wezhioù e vez kinniget ar mojennoù e stumm testenioù war-lerc’h traoù bevet, dezrevellet gant unan kar-tost ha n’oufer lakaat e lealded en arvar e mod ebet, neuze e tispleger enno ar bed tro-dro, e-serr lakaat war wel an dañjerioù zo ennañ, ha diskouez a-benn ar fin gant peseurt hent e ranker mont. Ar mojennoù zo anezho respontoù akomod ouzh goulennoù, ha betek ouzh ankenioù buhez mab-den. Gant ar resis ma vez deskrivet enno al lec’hioù, an amzer, an dud a zo e-kreiz ar gaoz, ha kement zo, e klasker ober gwrioù e-barzh bed gwir an amzer vremañ, kement ha diazezañ seul welloc’h gwirionded ar mojennoù-se. Tra ma ’z aer da vat diouzh kostez an ijin hag ar faltazi er c’hontadennoù, er mojennoù er c’hontrol e vez dalc’het ul liamm strizh ouzh ur c’horn-bro, ur maeziad, ul lec’h ma chom c’hoazh war wel roudoù hag a zo evel kement a destoù : tra-penn d’an dra-se e vez lakaet ar mojennoù da dalvezout war tachenn ar glad ha hini an touristerezh, ha graet enor dezho e meur a lec’h hag e meur a droiad da heul mojenn pe vojenn. Poellgor pe komite-rannvro an touristerezh en doa lakaet 2006 da vezañ bloavezh ar mojennoù e Breizh.


237 - « Burzhudoù Nedeleg » - Profet e oa bet an engrav-mañ da rakprenerien ar Foyer Breton gant Emile Souvestre e 1844. Warnañ e weler « Burzhudoù Nedeleg » : an Ankoù gant e garr, ha dindan an douar ar boudiged a-zehoù hag ar c’horriganed a-gleiz e goudor o zaol-vaen... Tudennoù hag a gaver holl, ingal, e-barzh kontadennoù ha mojennoù Breizh. Ar pezh a felle da Emile Souvestre skrivañ, dre embann e Foyer Breton, oa « Mil nozvezh hag unan » e vro-Vreizh. - Dastumad Mirdi Breizh, Roazhon.