Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
147 - Kontadennoù ha bugaleaj
br - Glad dre gomz Attention : pas de lieux
Fañch POSTIC
Ijinour eo er CNRS, kas a ra kentelioù e Skol-Veur Breizh-Izel, hag emañ e karg eus Kreizenn enklask ha dielloù al lennegezh dre gomz, un astenn da gKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, staliet e-barzh maner Kernod e Mellag war domani departamant Penn-ar-Bed. Meur a bennad ha meur a levr zo bet skrivet gantañ diwar-benn an dastumadegoù hag an dastumerien e Breizh. Abaoe 1997 e labour a-zevri war-dro embann ar c’hontadennoù hag ar mojennoù bet tolpet gant an abad Frañsez-Mari Kadig.
Attention : pas d'illustration principale
Estreget traoù evit bugale zo eus ar marvailhoù, en desped d’ar pezh a soñj d’an dud re alies, truchet ma ’z int bet gant Perrault, Grimm… ha Walt Disney : evit ar re vras da gentañ e oa ar marvailhoù meur, ar « c’hontadennoù boudiged ».
377 -
Illustrer
Peadra zo da grediñ koulskoude e oa ivez ur rummad kontadennoù hag a veze miret kentoc’h evit ar re vihan. E 1881 endeo e oa bet gouestlet gant Paul Sébillot ur pennad en e bezh d’ar « c’hontadennoù bugale » en e Littérature orale de la Haute-Bretagne, ennañ daou stumm eus « An askorn a gan » ha daou stumm eus « Lazhet gant ma mamm, debret gant ma zad », kontadennoù gwall griz ha braouac’hus, mar bez, ha testeniekaet stank e Breizh.

235 - 1añ embannadur eus kontadennoù Perrault, pe Contes de ma mère l’Oye, e 1697. - Dastumadeg prevez.