Environnement de Developpement
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
141 - Emsavadegoù ar Paper timbr hag ar Bonedoù ruz (1675)
br - 1675 - Istor  - Nantes - GuingampGauthier AUBERT
Gautier Aubert zo mestr-prezegenner e skol-veur Roazhon 2. Istorour ar vodernelezh anezhañ, soutenet en deus e dezenn e Roazhon diwar-benn ar prezidant de Robien, denjentil ha gouizieg e Breizh da vare ar Sklêrijenn.

229 - Darn eus unan eus an aktaoù kentañ skrivet war baper timbr e Kemperle - Wikimedia
E 1674 e rank Loeiz XIV sevel tailhoù nevez evit paeañ ar brezel renet gantañ ouzh an Holland. Bloaz goude, en nevez-amzer, e teu diwar an divizoù-se emsavadegoù pobl, koulz e Breizh-Uhel hag e Breizh-Izel. Ne vo ket eus ar c’hrisañ ar moustrerezh gant an dug de Chaulnes, gouarnour ar broviñs, lakaet gantañ dibennañ tourioù-iliz e Kernev ha kaset Breujoù Breizh eus Roazhon da Wened.
Sous-dossiers
362 - E Breizh-Uhel, un emsavadeg gant kêriz
Illustrer
D’an 18 a viz Ebrel 1675 e tiroll e Roazhon un daer a emsavadeg a-enep unwerzh ar butun. Prestik ez eo ouzh kement tailh nevez savet evit paeañ brezel an Holland (1672-1678) e vez enebet, an taos war ar paper timbr dreist pep tra. En devezhioù da c’houde en em savo tud ivez e Sant-Maloù (19 a viz Ebrel), Naoned (22 a viz Ebrel, 3 a viz Mae) ha Gwengamp (20 a viz Mae). Ar pezh a c’houlenn ar gabaduilherien, e pep lec’h, ez eo an hevelep reol evel e Bourdel. Du-hont, war-lerc’h tri devezh a gabaduilh eus an taerañ (27-29 a viz Meurzh) en deus pleget ar galloud, ha tennet kuit meur ha meur a hini eus an tailhoù nevez savet.

227 - An direizhder, gant JB Chalette. Skeudenn an dailh zo treset e stumm ur c’harr, warnañ an dug de Chaulnes (gouarnour Breizh), kaset gant un diaoul. En tu-dehoù, allegoriennoù ar Justis hag ar Peoc’h o tistreiñ o selloù. En tu-kleiz, kêr Roazhon aloubet gant tan an Ifern. - Wikimedia
363 - Ersav ar galloud
Illustrer
Gant aon e vefe kontammet ar rest eus ar rouantelezh, rak e lec’h-mañ-lec’h e klever keloù emsavadeg ivez, ez eo graet e soñj gant ar roue : ar wech-mañ ne blego ket. Divizet zo kas soudarded da Vreizh e deroù miz Mae evit punisañ an emsavidi. Bountet pennoù bras ar vro d’ober kriz d’ar re-se ivez neuze, gant aon e teufe soudarded mall-o-c’holl. Ur gwaz zo krouget e Naoned, hag ur vaouez e Gwengamp. E Roazhon, ma ’z eus bet savet trubuilh adarre (d’ar 25 a viz Ebrel), ez erru ur c’hant bennak a soudarded d’an 8 a viz Mezheven, ar pezh a lak keodedourien d’en em sevel evit difenn privilajoù ha brientoù kêr. Ranket d’ar soudarded mont kuit, ha d’ar pennoù bras (gouarnour Breizh an dug de Chaulnes, ar Breujoù) daskoriñ d’an engroez ar re bet prizoniet er sizhunioù kent. Chaulnes, mezhekaet gant tud Roazhon, ne zeu a-benn da gaout peoc’h ganto nemet dre brometiñ dezho ne zeuio ket soudarded ken, ha dre gavout ur renkamant diwar goust an tailhoù. Turmud a chom e kêr avat, ha taget eo burev ar paper timbr adarre d’ar 17 a viz Gouere, padal e vo graet chat ar wech-mañ.
364 - Un emsavadeg e Breizh-Izel
Illustrer
E-keit-se e krog ar bec’h er maezioù ivez, e Mervent ar rouantelezh hag e Bro-Gernev. Gwienna zo lakaet didrubuilh, pront ha dillo, gant an arme. Da Vreizh avat n’eo ket kaset homañ diouzhtu, sed en em astenn an emsavadeg etrezek broioù Leon, Treger ha Gwened. Evel e kêr, ar re a vo graet « Bonedoù Ruz » anezho dizale a sav enep an tailhoù nevez, hag ouzhpenn-se e reont o mad eus o zu kreñv e-keñver an nerzhioù evit lakaat o aotrounez da aesaat dezho paeañ al leveoù. Un nebeud kastelloù ha presbitalioù a vez lakaet an hale-grap warno. D’an 2 a viz Gouere ez embann emsaverien ar vro vigoudenn torridigezh an tailhoù nevez ha fin da gammoberioù an aotrounez en o skrid « pezh zo a vad » sinet « torr e benn », ha chomet brudet abaoe dindan an anv « kod peizant ».
365 - Deuet an Arme
Illustrer
E bro Karaez, goude argad Kergoet, ur c’hreñv a gastell e Sant-Hern (11 a viz Gouere) ez eo stroñset ar pennoù bras peogwir e soñje dezho betek henn e vije gallet sioulaat an emsavadeg dre gaer. Goulenn a ra neuze Chaulnes ouzh Loeiz XIV kas e soudarded. D’an ampoent, e Den Haag, e vez graet anv eus kannaded vreizhat gwall gevrinus. Betegoût e teufe Hollandiz da argadiñ Breizh, e kaser di 5 000 soudard. Tra ken met embann o donedigezh zo a-walc’h evit lakaat plouiz da sujañ, ha da reiñ ar faoterien zoken, rak prometet zo bet grasiañ kement hini a asantfe dizarmiñ. Ar Balp, un noter e penn ar strollad emsavourien e Karaez, zo darev da vont a-benn d’an arme. Drouklazhet eo avat. N’en em gav ar soudarded gant gour ebet eus ar « Bonedoù Ruz » eta, pa gav furoc’h ar re-se mont a-strev ha dindan guzh. Hiniennoù zo kaset d’ar marv pe d’ar galeoù koulskoude, tra ma ’z eo dizouaret korf ar Balp evit bezañ boureviet. Tourioù-iliz zo dibennet er vro vigoudenn. Krougerezh zo, gant muzul avat, koulz evit d’ar galloud en em ziskouez trugarezus, koulz evit e vad e-unan : n’eo ket stank an armeoù e Breizh-Izel, sed e kont ar galloud war ar gouerien evit mont d’en em gannañ kenkaz e klaskfe Hollandiz kemer Brest dre sourpren.

228 - Chapel Langivoa razhet - Wikimedia
366 - Roazhon, ur gêr gastizet
Illustrer
E Roazhon an hini eo emañ Chaulnes en e rustañ, adalek an 12 a viz Here pe ’n em gav e kêr. Meur a vilisian eus bezinoù ar vourc’hizien, kroget ganto en o armoù hep tamm urzh pe enep an urzhioù, zo kaset d’ar marv, kement ha diskouez penaos n’eus ket urzh d’ober netra dre nerzh anez kaout aotre gant galloud ar roue. Ar rakkêr kontet da durmudusañ (ru Sant-Maloù) zo skarzhet he zud anezhi. Kastizadeg d’an holl e kêr zoken, pa ’z eo kaset ar Breujoù da Wened. Kollet gant Roazhon 20% eus he foblañs. E Breujoù Breizh e van start mat ar roue evit a sell an tailhoù, nag evit-se e oar ivez en em renkañ gant ar pennoù bras peogwir ez eo gras d’ar re-se ma talc’h ar broviñs. Ne dremeno ket Breizh hep rankout reiñ bod da soudarded en o c’harterioù eno evit ar goañv, lakaet war o c’hont nouspet mestaol eus ar gwashañ. Un distaoliadeg zo embannet e miz C’hwevrer, koulskoude e vo degadoù a dud ha ne vint ket distaoliet, re vras o zorfed, ha klask warno c’hoazh, ar pezh a lak anat pegen taer e oa ar Stad dindan Loeiz XIV, ha dic’halloud da binijañ war un dro. Diwar neuze, e Breizh koulz ha pep lec’h all e Frañs, pa vo savet enep an tailhoù – hag e vo c’hoazh – e vo graet didrousoc’h...
BIBLIOGRAPHIE
AUBERT Gauthier, Les révoltes du Papier timbré (1675). Essai d’histoire événementielle, Rennes, PUR (à paraître en février 2014)
PORCHNEV Boris, LA BORDERIE Arthur de, Les Bonnets rouges – L’insurrection bretonne de 1675, Yoran Embanner, 2011 (réédition de 1975 UGE collection 10/18)
GARLAN Yvon et NIERES Claude, Les Révoltes bretonnes. Rébellions urbaines et rurales au XVIIe siècle, Toulouse, éditions Privat, 2004
CROIX Alain, « La révolte des Bonnets rouges. De l’histoire à la mémoire », ArMen, n°131, novembre-décembre 2002
DUIGOU Serge, La Révolte des Bonnets rouges en pays bigouden, Quimper, éditions Ressac, 1989
BERENGER Jean, « La révolte des Bonnets rouges et l’opinion internationale », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, tome LXXXII, no 4, 1975, p. 443-458
Evit ur c’henarroud ledanoc’h :
COLLINS James B., La Bretagne dans l’Etat royal. Classes sociales, Etats provinciaux et ordre public de l’Edit d’Union à la révolte des Bonnets rouges, Rennes, PUR, 2006
CHALINE Olivier, Le règne de Louis XIV, Paris, Flammarion, 2005
NICOLAS Jean, La Rébellion française. Mouvements populaires et conscience sociale (1661-1789), Paris, Seuil, 2002.
CROIX Alain, L’Âge d’or de la Bretagne, 1532-1675, Rennes, Éditions Ouest-France, 1993
VOIR AUSSI